Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13

1 Ar mab fur a selaou kelennadurezh e dad, met ar goapaer ne selaou ket ar rebechoù.

2 An den en devo e walc'h gant frouezh e c'henoù, met ene ar re widreüs gant taerder.

3 An hini a evesha war e c'henoù a vir e ene, met an hini a zigor e vuzelloù a gavo e goll.

4 Ene an didalvez ne ra nemet c'hoantaat ha n'en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc'h.

5 An den reizh a gasa ar gaou, met an hini drouk a zo kasaus hag a gouezh er vezh.

6 Ar reizhder a vir an hini a gerzh en eeunder, met an drougiezh a ziskaro ar pec'her.

7 Unan en em ra pinvidik ha n'en deus netra, unan all en em ra paour ha koulskoude madoù bras en deus.

8 Pinvidigezh un den a zo daspren e vuhez, met ar paour ne c'houzañv ket gourdrouz.

9 Sklêrijenn an dud reizh a laouena, met lamp ar re zrouk a vougo.

10 Al lorc'h ne daol nemet stourmadegoù, met gant ar re a gemer kuzul emañ ar furnez.

11 Ar pinvidigezhioù deuet dre wall hent a vo bihanaet, met an den a zastum dre e labour o c'hresko.

12 An esperañs daleet a laka ar galon da langisañ, met ar c'hoant sevenet a zo evel ur wezenn a vuhez.

13 An hini a zispriz ar gomz en em goll, met an hini a zouj ar gourc'hemenn a vo gopraet.

14 Lezenn an den fur a zo ur vammenn a vuhez, evit pellaat diouzh antelloù ar marv.

15 Ur meiz yac'h a ro gras, met hent an douellerien a zo kalet.

16 Pep den poellek a labour gant ijin, met an hini diboell a ziskouez e sotoni.

17 Ar c'hannad fall a gouezh en droug, met ar c'hannad leal a zegas ar yec'hed.

18 Ar baourentez hag an dismegañs a zeuio war an hini a daol kuit ar gelennadurezh, met an hini a selaou ar gourdrouz a vo enoret.

19 Ar c'hoant kaset da benn a zo c'hwek d'an ene, met distreiñ diouzh an droug a zo euzhus d'an amoeded.

20 An hini a ya gant ar re fur a zeuio fur, met keneil ar sodien en em gollo.

21 An droug a red war-lerc'h ar bec'herien, met an eurvad eo gopr an dud reizh.

22 An den mat a dreuzkaso e hêrezh da vibien e vibien, met pinvidigezhioù ar pec'her a zo miret evit an den reizh.

23 Kalz a zo da zebriñ er park labouret gant ar paour, met tud 'zo hag a ya da goll dre vank a varnedigezh.

24 An hini a espern ar wialenn a gasa e vab, met an hini a gar anezhañ a hast e gastizañ.

25 An den reizh a zebro hag en devo e walc'h, met kof ar re zrouk en devo dienez.

Lean sinn:



Sanasan