Krennlavarioù 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 Ar valañs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhañ. 2 Pa zeu al lorc'h, e teu kerkent an dismegañs, met ar furnez a zo gant ar re izel. 3 Lealded an dud eeun a reno anezho, met fallentez ar re zrouk o distrujo. 4 Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv. 5 Reizhder an den mat a ra eeun e hent, met an hini drouk a gouezho en abeg d'e fallagriezh. 6 Reizhder an den eeun a zieub anezhañ, met an douellerien a vo tapet dre o drougiezh. 7 Pa varv an hini drouk, e c'hortoz a ya da netra, hag esperañs ar re daer a zo kollet. 8 An den reizh a zo dieubet eus an estrenvan, met an hini drouk a gouezh en e lec'h. 9 Ar pilpouz a zistruj e nesañ gant e c'henoù, met an dud reizh a zo dieubet dre an anaoudegezh. 10 Pa'z a mat gant an dud reizh, kêr a laouena, ha pa varv ar re zrouk, ez eus kanaouennoù. 11 Dre vennozh an dud eeun e vez savet kêr, met diskaret eo dre c'henoù ar re zrouk. 12 An hini a zispriz e nesañ a zo digalon, met an den poellek a chom war dav. 13 An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, met an hini a zo leal a spered a guzh an afer. 14 Pa n'eus kuzul ebet e kouezh ar bobl, met ar surentez a zo e kalz a dud a ali mat. 15 An hini a greta un diavaeziad en devo poan, met an hini a gasa ar c'hred a zo e surentez. 16 Ar vaouez dereat a resev enor, hag an dud nerzhus pinvidigezhioù. 17 An den madoberus a ra vat dezhañ e-unan, met an hini garv a drubuilh e gig e-unan. 18 An hini drouk a ra ul labour a douell anezhañ, met d'an hini a had ar reizhder eo roet ur gopr asur. 19 Evel ma kas ar reizhder d'ar vuhez, evel-se pleustr an droug a gas d'ar marv. 20 Ar re a zo tuet fall a galon a zo euzhus d'an AOTROU, met ar re eeun a zo e blijadur. 21 Abred pe ziwezhat an hini drouk ne chomo ket digastiz, met lignez an dud reizh a vo dieubet. 22 Evel ur bravig aour e moj ur pemoc'h eo ur vaouez koant hep poell. 23 C'hoant an dud reizh n'eo nemet ar mad, met esperañs ar re zrouk eo ar fulor. 24 Unan a zispign ha koulskoude e kresk, hag unan all a espern strizh hag e vo en dienez. 25 A hini a vo madoberus en devo e walc'h, hag an hini a zoura a vo douraet. 26 An hini a zalc'h an ed a zo milliget gant ar bobl, met ar vennozh a zeu war benn an hini en gwerzh. 27 An hini a glask ar mad a resev grad-vat, met an droug a erruo gant an hini a red war e lerc'h. 28 An hini a fizi er pinvidigezhioù a gouezho, met an dud reizh a vleunio evel ur skourr. 29 An hini a laka dizurzh en e di en devo an avel da hêrezh, hag an diskiant a vo servijer an hini a zo fur a galon. 30 Frouezh an den reizh a zo ur wezenn a vuhez, hag an den a c'hounez eneoù a zo fur. 31 Setu, an den reizh a resev e c'hopr war an douar, seul-vui an hini drouk hag ar pec'her. |