Krennlavarioù 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Krennlavarioù Salomon, mab David, roue Israel, 2 evit reiñ da anavezout ar furnez hag an deskadurezh, evit reiñ da gompren ar gerioù meizus, 3 evit ober degemer ur gelennadurezh a boell, a reizhder, a varnedigezh hag a wirionez, 4 evit reiñ skiant-vat d'an hini eeun, hag anaoudegezh ha preder d'an den yaouank. 5 An den fur a selaouo hag a gresko e ouiziegezh, an den skiantek a zegemero evezhiañs, 6 evit kompren ar c'hrennlavarioù hag o zalvoudegezhioù, komzoù ar re fur hag o c'hevrinoù don. 7 Doujañs an AOTROU a zo penn-kentañ an anaoudegezh, met ar re ziskiant a zispriz ar furnez hag an deskadurezh. 8 Va mab, selaou kentelioù da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm, 9 rak ez int grasoù dastumet en-dro da'z penn, ha kelc'hennoù da'z kouzoug. 10 Va mab, mar fell d'ar bec'herien temptañ ac'hanout, n'asant ket, 11 mar lavaront: Deus ganeomp, savomp antelloù evit lazhañ, stegnomp gripedoù d'an hini didamall hep abeg, 12 lonkomp anezho holl bev evel lec'h ar marv, hag en o fezh evel ar re a ziskenn er poull, 13 kavout a raimp a bep seurt madoù prizius, leuniañ a raimp hon tiez gant diwisk, 14 da lod az po ganeomp, ne vo nemet ur yalc'h evidomp holl, 15 va mab, n'a ket en hent ganto, distro da droad diouzh o gwenodenn, 16 rak o zreid a red d'an droug, hag e hastont da skuilhañ gwad. 17 Ya, en aner eo e stegner ar roued dirak daoulagad kement holl en deus eskell, 18 met int a sav antelloù a-enep o gwad o-unan, hag e stegnont gripedoù d'o ene. 19 Evel-se emañ gwenodennoù an hini a c'hoanta ar gounid dizonest, hag a gollo ene ar re a yelo war e lerc'h. 20 Ar furnez a gri kreñv en diavaez, lakaat a ra he mouezh da dregerniñ dre ar straedoù, 21 youc'hal a ra er c'hroashentoù m'en em vod an dud enno, ouzh toull an dorojoù; e kêr e lavar he gerioù: 22 Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh? 23 Distroit pa damallan ac'hanoc'h. Setu, e skuilhin warnoc'h eus va spered, hag e roin deoc'h da gompren va c'homzoù. 24 Dre m'em eus galvet ha n'eo ket fellet deoc'h, dre m'em eus astennet va dorn ha n'en deus den lakaet evezh, 25 dre m'hoc'h eus taolet kuit va holl guzulioù, dre na garit ket va zamalloù, 26 me a c'hoarzho war ho klac'har, goap a rin pa zeuio ho spont, 27 pa zeuio ho spont evel un distruj hag ho reuz evel ur barr-avel, pa zeuio warnoc'h an estrenvan hag an enkrez. 28 Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac'hanon mintin mat, met ne'm c'havint ket, 29 rak kasaet o deus an anaoudegezh, ha n'o deus ket dibabet doujañs an AOTROU. 30 N'o deus ket kavet plijadur em c'huzul, ha disprizet o deus va holl c’hourdrouzoù. 31 Ra zebrint eta frouezh o hent, ha r'o devo o gwalc'h eus o c'huzulioù o-unan, 32 rak belbi ar re eeun o lazh, ha dibrederi ar re ziboell o c'holl. 33 Met an hini a selaou ouzhin a vo o chom e surentez, hag a vo seder hep bezañ spontet gant droug ebet. |