Koloseiz 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 1 Rak me a fell din e c’houezfec’h pegen bras eo ar stourm a c’houzañvan evidoc’h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n’o deus ket gwelet va dremm er c’hig, 2 evit ma vo o c’halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist, 3 dalc’het ennañ holl deñzorioù ar furnez hag ar c’houiziegezh. 4 Lavarout a ran kement-se evit na dromplo den ac’hanoc’h gant prezegennoù touellus. 5 Rak mar d-on ezvezant a gorf, ez on koulskoude ganeoc’h er spered, leun a levenez o welout an urzh vat en ho touez ha started ho feiz e Krist. Frankiz ar vuhez e Krist 6 Evel-se eta, pa hoc’h eus degemeret an Aotrou Jezuz-Krist, kerzhit ennañ, 7 gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù. 8 Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist. 9 Rak ennañ e chom holl leunder an Doueelezh en e gorf, 10 hag hoc’h eus pep leunder ennañ-eñ, hag a zo mestr war bep priñselezh ha pep nerzh. 11 Ennañ ivez oc’h bet amdroc’het gant un amdroc’h graet hep dorn ebet, o tiwiskañ ar c’horf eus pec’hedoù ar c’hig, ar pezh eo amdroc’h Krist, 12 o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv. 13 Pa oac’h marv en ho pec’hedoù hag e diamdroc’h ho kig, en deus ho tegaset d’ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc’h hoc’h holl zisentidigezhioù, 14 diverket en deus ar skrid a oa a-enep deomp, an urzhiadurioù a damalle ac’hanomp, en deus o c’haset da netra o stagañ anezho ouzh ar groaz, 15 o vezañ diwisket ar priñselezhioù hag an nerzhioù, lakaet en deus anezho war wel dirak an holl goude bezañ o zrec’het e-unan war ar groaz. 16 Ra ne varno eta den ac’hanoc’h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad, 17 kement-se a oa skeudenn an traoù a dlee dont, met ar c’horf a zo e Krist. 18 Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel, 19 hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c’horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue. 20 Mar d-oc’h eta marv gant Krist e-keñver kentañ kentelioù ar bed, perak e vec’hier ac’hanoc’h eus an urzhiadurioù-se, evel pa vevjec’h c’hoazh er bed: 21 Na zebr ket, na dañva ket, na stok ket, 22 urzhiadurioù a dro holl da fall dre o implij, hag a zo hervez gourc’hemennoù ha kredennoù an dud? 23 An traoù-se o deus e gwirionez un diavaez a furnez, o tiskouez evel ul lid a volontez vat, izelegezh ha garventez e-keñver ar c’horf, met a zo didalvoud a-enep ar pezh a c’hell plijout d’ar c’hig. |