Klemmganoù 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Me eo an den en deus gwelet ar glac'har dindan bazh e gounnar. 2 Va renet en deus ha graet din kerzhout en deñvalijenn ha nann er sklêrijenn. 3 A-enep din en deus troet ha distroet e zorn e-pad an deiz. 4 Gwastet en deus va c'hig ha va c'hroc'hen, friket va eskern. 5 Savet en deus em enep ha va gronnet a c'hwervoni hag a boan. 6 Va lakaet en deus da chom e lec'hioù teñval, evel ar re a zo marv abaoe pell. 7 Savet en deus ur voger en-dro din ma ned in ket er-maez, pounneraet en deus va hern. 8 Pa c'harman ha pa c'halvan zoken skoazell, e harz ouzh va fedenn. 9 Serret en deus va hentoù gant mein-ben, distrujet eo va gwenodennoù. 10 Un arzh e spi eo bet evidon, ul leon e lec'hioù kuzhet. 11 Distroet en deus va hentoù, roget ac'hanon, va lakaet en glac'har. 12 Stegnet en deus e wareg, ha va lakaet evel ur gwenn evit ar bir. 13 Graet en deus da viroù e glaouier mont em lounezhi. 14 Goapaet on bet gant va holl bobl, o c'hanaouenn ez on bet bemdez. 15 Va leuniet en deus a c'hwervoni, va mezviet a huelenn. 16 Torret en deus din va dent gant grouan, va goloet a ludu. 17 Pellaet ec'h eus ar peoc'h diouzh va ene, ankounac'haet em eus an eurvad. 18 Hag em eus lavaret: Kollet eo va nerzh ha va esperañs en AOTROU. 19 Az pez soñj eus va glac'har hag eus va c'hantreadeg; n'int nemet huelenn ha c'hwervoni. 20 Va ene en deus soñj hep paouez, ha dinerzhet eo ennon. 21 Met kement-mañ a eñvorin da'm c'halon, setu perak em bo esperañs: 22 Madelezhioù an AOTROU eo ned omp ket aet da get, e drugarezioù n'int ket echuet. 23 En em nevesaat a reont bep mintin, da fealded a zo bras. 24 An AOTROU a zo va lodenn, eme va ene, setu perak em bo esperañs ennañ. 25 An AOTROU a zo mat evit ar re a zo en gortoz dezhañ, evit an ene a glask anezhañ. 26 Mat eo gortoz didrouz silvidigezh an AOTROU. 27 Mat eo d'an den dougen ar yev e-pad e yaouankiz. 28 Azezet eo e-unan ha sioul, rak karget eo gantañ. 29 Lakaat a ra e c'henoù er poultr, marteze e vo un spi bennak. 30 Kinnig a ra e jod d'an hini a sko warnañ, e walc'h en deus a zismegañs. 31 Rak an Aotrou ne zistaol ket da viken. 32 Ma ro glac'har, truez en deus ivez, hervez braster e drugarezioù. 33 N'eo ket a youl vat e ro glac'har pe enkrez da vibien an dud. 34 Pa vac'her dindan an treid holl brizonidi ar vro, 35 pa fallaer gwir unan bennak dirak dremm an Uhel-Meurbet, 36 pa reer gaou d'un den en e afer, an Aotrou n'asant ket. 37 Piv a lavar e c'hoarvezfe un dra hep n'en defe an Aotrou e c'hourc'hemennet? 38 Ar gwalleur hag an eurvad, ha ne zeuont ket eus mouezh an Uhel-Meurbet? 39 Perak e klemmfe an den bev, an den a bec'h? 40 Klaskomp ha furchomp hon hentoù, ha distroomp d'an AOTROU. 41 Savomp hor c'halonoù hag hon daouarn war-zu Doue a zo en neñvoù. 42 Pec'het hon eus, disent omp bet, ha ne'c'h eus ket pardonet. 43 Gwisket a gounnar, ec'h eus redet war hol lerc'h, lazhet ec'h eus didruez. 44 Gwisket a c'houmoul, e harzez ouzh ar bedenn. 45 Graet ec'h eus ac'hanomp ur skubien hag un dismegañs e-kreiz ar pobloù. 46 Hon holl enebourien o deus digoret o genoù a-enep deomp. 47 Ar spont, ar poull, an distruj, an diskar a zo evidomp. 48 Va lagad a deuz e gwazhioù-dour en abeg da ziskar merc'h va fobl. 49 Va lagad a ouel dibaouez hag hep ehan, 50 ken na sello an AOTROU ha na welo eus an neñvoù. 51 Va lagad a ro enkrez da'm ene en abeg da holl verc'hed va c'hêr. 52 Ar re a zo va enebourien hep abeg o deus va chaseet evel ul labous. 53 Stardet o deus va buhez en ur poull, taolet o deus ur maen warnon. 54 An doureier o deus beret war va fenn; lavaret em eus: Graet eo ac'hanon! 55 Galvet em eus da anv, AOTROU, eus foñs ar poull. 56 Klevet ec'h eus va mouezh, na guzh ket da skouarn ouzh va huanadoù ha va c'hriadennoù. 57 En deiz ma em eus da c'halvet, tostaet ec'h eus en ur lavarout: Na'z pez ket aon! 58 Aotrou, breutaet ec'h eus kaoz va ene, dasprenet ec'h eus va buhez. 59 AOTROU, gwelet ec'h eus ar gaou o deus graet din, ro din va gwir. 60 Gwelet ec'h eus o holl veñjañs hag o holl iriennoù a-enep din. 61 AOTROU, klevet ec'h eus o dismegañs hag o holl iriennoù a-enep din, 62 muzelloù ar re en em sav em enep hag o divizoù em enep a-hed an deiz. 63 Sell pa azezont ha pa savont, o c'hanaouenn ez on. 64 Reiñ a ri dezho o gopr en-dro, AOTROU, hervez labour o daouarn. 65 Reiñ a ri dezho kaleter ar galon. Da vallozh a vo evito. 66 Red war o lerc'h ez kounnar, o distrujañ a ri a-zindan an neñvoù, AOTROU. |