Kanenn ar C’hanennoù 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 1 Ra blijfe gant Doue ma vefes evel va breur, bet maget gant divronn va mamm! Mont a rafen da'z kavout er-maez, pokat a rafen dit ha ne vefe den ebet evit va disprizout. 2 Da zegas a rafen, da lakaat da zont e-barzh ti va mamm, hag e kelennfes ac'hanon, e rofen dit da evañ gwin mesket a c'hwezh-vat hag a sun eus va greunavaloù. 3 Ra vo e zorn kleiz dindan va fenn, ha ra boko e du dehou din. 4 Me ho ped, merc'hed Jeruzalem, na zihunit ket, na zihunit ket ar garantez, a-raok ma fello dezhi. (Den all) 5 Piv eo an hini a bign eus ar gouelec'h, harpet goustadik ouzh he muiañ-karet? Da zihunet em eus dindan an avalenn; eno, he deus da c'hanet da vamm, el lec'h-se he deus da c'hanet an hini he deus bugaleet ac'hanout. (Ar Sulamitez) 6 Laka ac'hanon evel ur siell war da galon, evel ur siell war da vrec'h. Rak ar garantez a zo nerzhus evel ar marv, ar warizi a zo kreñv evel lec'h ar marv. He luc'hed a zo luc'hed-tan, ur flamm taer. 7 Kalz a zour ne c'hellfe ket mougañ ar garantez, hag ar stêrioù-meur ne c'hellfent ket he beuziñ. Ma rofe unan bennak holl vadoù e di evit ar garantez, a-dra-sur ne vefe dalc'het kont ebet dezhañ. 8 Ur c'hoar yaouank hon eus, n'eo ket c'hoazh bronnek. Petra a raimp d'hor c'hoar d'an deiz ma vo enklasket? 9 Mard eo ur voger, e savimp warni tourioù arc'hant; mard eo un nor, e serrimp anezhi gant ur blankenn-sedrez. 10 Ur voger ez on ha va divronn a zo evel tourioù. Bet on d'e zaoulagad evel an hini a gav ar peoc'h. 11 Ur winienn en doa Salomon e Baal-Hamon. Roet en deus anezhi da warded ha pep hini anezho a zlee degas evit he frouezh mil pezh arc'hant. 12 Va gwinienn, an hini a zo din, he mirout a ran. O Salomon, dit-te ar mil pezh arc'hant, ha daou c'hant d'ar re a vir ar frouezh! (Salomon) 13 O te, an hini a zo o chom el liorzhoù, va mignoned a zo aketus ouzh da vouezh. Laka ac'hanon da glevout anezhi! (Ar Sulamitez) 14 Tec'h kuit, va muiañ-karet, evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez, war menezioù al louzoù-frondus. |