Kanenn ar C’hanennoù 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 (Salomon) 1 Pegen kaer out, va c'haredig, pegen kaer out! Da zaoulagad a zo koulmed a-drek da ouel. Da vlev a zo evel un tropell givri divilhet ouzh menezioù Galaad. 2 Da zent a zo evel un tropell deñved touzet o pignat en-dro eus an dourlec'h, pep unan gant he gevelled, hini ebet n'eo gaonac'h. 3 Da vuzelloù a zo evel un neudenn ruz-mouk, ha da c'henoù a zo boemus. Da jod a zo evel un hanter greunaval a-drek da ouel. 4 Da c'houzoug a zo evel tour David, savet da servijañ da harnezerezh; mil skoed a zo skourret outañ, holl dirennoù ar re gadarn. 5 Da zivronn a zo evel div heizezig, evel gevelled ur c'hazelenn o peuriñ e-touez al lili. 6 A-raok ma c'hwezh avel an deiz ha ma tec'h kuit ar skeudennoù, ez in da venez ar mir ha da grec'hienn an ezañs. 7 Hollgaer ez out va c'haredig, ha dinamm. 8 Deus ganin eus al Liban, va fried, deus ganin eus al Liban! Sell diwar krec'h Amana, diwar krec'h Senir hag an Hermon, eus kevioù al leoned, eus menezioù al louparded. 9 Boemet ec'h eus va c'halon, va c'hoar, va fried, boemet ec'h eus va c'halon gant unan eus da selloù, gant unan eus bragerizoù da c'houzoug. 10 Pebezh boem ez karantez, va c'hoar, va fried! Pegement eo gwelloc'h da garantez eget ar gwin, ha da c'hwezhioù-mat eget louzoù frondus ebet. 11 Da vuzelloù, va fried, a zever sun-gad. Dindan da deod emañ mel ha laezh, ha c'hwezh da zilhad a zo evel c'hwezh al Liban. 12 Ul liorzh kloz eo va c'hoar, va fried, ur vammenn serret, ur feunteun siellet. 13 Da ganolioù a zo ul liorzh leun a c'hreunavalenned gant frouezh e-touez ar re wellañ, lugustr gant nard, 14 nard ha safran, korz-frond ha sinamona gant pep seurt gwez a ro an ezañs, mir hag aloez gant louzoù-frondus e-touez ar re wellañ, 15 ur feunteun a liorzhoù, ur puñs a zour bev, gwazhioù-dour eus al Liban. (Ar Sulamitez) 16 Sav, avel-sterenn, ha deus, avel-greisteiz! C'hwezhit war va liorzh evit ma vo laosket e c'hwezh-vat! Ra zeuio va muiañ-karet en e liorzh, ha ra zebro e frouezh e-touez ar re wellañ. |