Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Kanenn ar C’hanennoù 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Em gwele e-pad an noz, em eus klasket an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne'm eus ket e gavet.

2 Sevel a rin bremañ hag e rin tro kêr dre ar straedoù ha dre ar plasennoù. Klask a rin an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne'm eus ket e gavet.

3 Ar warded a gavas ac'hanon e-pad ma oant war hent-ged kêr: Ha n'hoc'h eus ket gwelet an hini a gar va ene?

4 A-boan em boa o zremenet, ma kavis an hini a gar va ene. E gemeret em eus, ha ne laoskin ket anezhañ ken na'm bo e zegaset da di va mamm ha da gambr an hini he deus va c'hoñsevet.

5 Me ho ped, merc'hed Jeruzalem, dre c'hazeled ha dre heizezed ar parkeier, na zihunit ket, na zihunit ket ar garantez, a-raok ma fello dezhi.

6 Piv eo an hini a bign eus ar gouelec'h evel kolonennoù moged, frondet gant mir hag ezañs, gant pep seurt louzoù-frondus ar varc'hadourien.

7 Setu amañ gwele Salomon. En-dro dezhañ ez eus tri-ugent den kadarn, eus ar re gadarnañ a zo en Israel,

8 holl o c'hoari ar c'hleze ha gourdon ouzh ar brezel. Pep hini a zoug e gleze war e lez, en aon rak galvoù-diwall an noz.

9 Ar roue Salomon en deus graet ul leter evitañ gant koad al Liban.

10 Graet en deus e beulioù en arc'hant, e gein en aour, e sez e limestra. E ziabarzh a oa un oberenn a garantez a-berzh merc'hed Jeruzalem.

11 Deuit er-maez, merc'hed Sion, sellit ouzh ar Roue Salomon gant ar gurunenn he deus lakaet e vamm war e benn da zeiz e zimeziñ, da zeiz levenez e galon.

Lean sinn:



Sanasan