Kanenn ar C’hanennoù 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 1 Me eo rozenn Saron, lilienn an traoniennoù. (Salomon) 2 Evel al lilienn e-touez ar spern, evel-se eo va c'haredig e-touez ar merc'hed yaouank. (Ar Sulamitez) 3 Evel ar wezenn-aval e-touez gwez ar goadeg, evel-se eo va muiañ-karet e-touez an dud yaouank. C'hoantaet em eus he skeud hag on azezet ennañ; he frouezh a oa dous da'm staon. 4 Degaset en deus ac'hanon er sal-banvez. Ar banniel a sav warnon eo ar garantez. 5 Kreñva ac'hanon gant rezin, nerzh ac'hanon gant avaloù, rak klañv on a garantez. 6 Ra vo e zorn kleiz dindan va fenn, ha ra boko e du dehou din! 7 Me ho ped, merc'hed Jeruzalem, dre c'hazeled ha dre heizezed ar parkeier, na zihunit ket, na zihunit ket ar garantez, a-raok ma fello dezhi. 8 Mouezh va muiañ-karet eo! Setu e teu o lammat war ar menezioù, o sailhañ war ar c'hrec'hiennoù. 9 Va muiañ-karet a zo evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez. Setu, en em zalc'h a-drek hor mogerioù, emañ o sellout dre ar prenestroù, oc'h evezhiañ dre ar gael. 10 Va muiañ-karet a gomz hag a lavar din: Sav, va c'haredig, va c'hoant, ha deus! 11 Rak setu, ar goañv a zo tremenet, ar glav a zo paouezet, aet eo kuit. 12 Ar bleuñv en em ziskouez war an douar, amzer ar c'hanaouennoù a zo deuet ha mouezh an durzhunell a vez klevet war hor maez. 13 Ar wezenn-fiez a vount he fiez, ar gwini, e-kreiz o bleuñv, a laosk o c'hwezh-vat. Sav, va c'haredig, va c'hoant, ha deus! 14 Va c'houlm, en em zerc'hel a rez e faoutoù ar roc'h hag e kuzhez er brioù serzh. Diskouez din da zremm, va laka da glevout da vouezh, rak da vouezh a zo dous ha da zremm a zo brav. 15 Kemerit deomp al lern, al lern bihan a wast ar gwini, rak emañ hor gwini en o bleuñv. 16 Va muiañ-karet a zo din ha me a zo dezhañ. Peuriñ a ra e dropell e-touez al lili. 17 A-raok ma c'hwezh avel an deiz ha ma tec'h kuit ar skeudennoù, deus en-dro, va muiañ-karet, bez evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez war ar menezioù Beter. |