Kanenn ar C’hanennoù 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Kanenn ar c'hanennoù, gant Salomon. (Ar Sulamitez) 2 Ra boko din gant pokoù e c'henoù! Rak da garantez a zo gwelloc'h eget ar gwin. 3 Da frondoù o deus ur c'hwezh flour, da anv a zo evel ur frond skuilhet, setu perak o deus da garet ar merc'hed yaouank. 4 Va sach war da lerc'h ha redomp! Ar roue en deus degaset ac'hanon en e gambroù. Ni a drido hag a laouenaio ennout. Muioc'h eget ar gwin e veulimp da garantez. Reizh eo da garout. 5 O merc'hed Jeruzalem, du on, met kaer evel teltennoù Kedar, evel tinelloù Salomon. 6 Na roit ket fed mard on du, rak an heol en deus va skaotet. Mibien va mamm a zo en em fuloret em enep, va lakaet o deus da ziwall ar gwini. Met va gwinienn va-unan, ne'm eus ket he diwallet. 7 Lavar din, te hag a zo karet gant va ene, pelec'h e vesaez da dropell ha pelec'h e lakaez anezhañ da ziskuizhañ da greisteiz. Rak, perak e vefen evel ur wreg diank e-kichen tropelloù da gompagnuned? (Salomon) 8 Ma n'ouzout ket-se, o te ar gaerañ e-touez ar merc'hed, kae war roudoù an tropell, ha laka da c'havrigoù da beuriñ e-kichen teltennoù ar vesaerien. 9 Va c'haredig, da lakaat a ran heñvel ouzh va c'hazeg staget ouzh kirri Faraon. 10 Koant eo da zivjod gant o bragerizoù, ha da c'houzoug gant e gelc'hennoù. 11 Ober a raimp dit bragerizoù aour gant gwrioù arc'hant. (Ar Sulamitez) 12 E-pad ma'z eo ar roue azezet ouzh taol, va nard a laosk e c'hwezh-vat. 13 Va muiañ-karet a zo din evel ur vodenn mir a ziskuizh etre va divronn. 14 Va muiañ-karet a zo din ur blokad lugustr e gwini En-Gedi. (Salomon) 15 Pegen kaer out, va c'haredig, pegen kaer out! Da zaoulagad a zo koulmed. (Ar Sulamitez) 16 Pegen kaer out, va muiañ-karet, pegen dudius out! Hor gwele eo glasvez. 17 Treustoù hon ti a zo sedrez, hol lambruskoù a zo siprez. |