Jozue 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 9 Kevre ar roue eus Kanaan. Gwidre tud Gabaon 1 Pa glevas an traoù-se an holl rouaned a oa en tu-mañ d'ar Jordan, er menez, er blaenenn ha war holl aodoù ar Mor Bras dirak al Liban, an Hitited, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz, 2 en em unanjont holl asambles d'ober brezel da Jozue ha da Israel, a-unvan. 3 Met tud Gabaon, o vezañ klevet ar pezh en doa graet Jozue da Jeriko ha da Ai, 4 a yeas dre widre. En em lakaat a rejont en hent, gant bevañs evit ur veaj; kemer a rejont seier kozh evit o ezen ha seier-lêr-gwin kozh, diframmet ha takonet, 5 hag en o zreid botoù kozh adwriet, ha warno dilhad kozh. Hag o holl vara-pourvez a oa sec'h ha louet. 6 Mont a rejont da gavout Jozue e kamp Gilgal hag e lavarjont dezhañ ha da dud Israel: Deuet omp eus ur vro bell, ha bremañ grit un emglev ganeomp. 7 Tud Israel a respontas d'an Hevianed-se: Marteze emaoc'h o chom en hon touez, ha penaos a raimp un emglev ganeoc'h? 8 Int a lavaras da Jozue: Da servijerien omp! Jozue a lavaras dezho: Piv oc'h hag a-belec'h e teuit? 9 Hag e lavarjont: Da servijerien a zeu eus ur vro gwall bell, en abeg da anv an AOTROU da Zoue, rak klevet hon eus e vrud ha kement en deus graet en Ejipt, 10 ha kement en deus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan, da Sihon roue Hesbon, ha da Og roue Basan, a oa en Ashtarod. 11 Hon henaourien hag holl dud hor bro o deus lavaret deomp: Kemerit ganeoc'h bevañs evit an hent, kit d'o c'havout ha lavarit dezho: Ho servijerien omp! Bremañ, grit un emglev ganeomp. 12 Setu amañ hor bara. Kemeret hon eus anezhañ tomm-mat eus hon tiez evit hor pourvezioù en deiz ma hon doa aet er-maez evit dont betek ennoc'h, ha bremañ ez eo sec'h ha louet. 13 Setu amañ hor seier-lêr-gwin, hon doa leuniet nevez holl, diframmet int. Ha setu hon dilhad hag hor botoù, a zo aet da fall dre ur veaj ken hir. 14 An dud a zegemeras eus o fourvezioù, ha ne c'houlennjont netra ouzh genoù an AOTROU . 15 Jozue a reas ar peoc'h ganto hag a reas un emglev ganto, o warantiñ dezho ma vevjent. Hag ar re gentañ eus ar vodadenn a reas ul le dezho. 16 A-benn tri deiz goude bezañ graet an emglev ganto, ec'h anavezjont penaos e oant o amezeien ha penaos e oant o chom en o zouez. 17 Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hêrioù d'an trede deiz. O c'hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim. 18 Mibien Israel ne skojont ket warno, rak ar re gentañ eus ar vodadenn o doa graet al le dezho dre an AOTROU Doue Israel. Hag an holl vodadenn a c'hrozmolas a-enep ar re gentañ. 19 Neuze e lavaras ar re gentañ d'an holl vodadenn: Graet hon eus ul le dezho dre an AOTROU Doue Israel, bremañ ne c'hellomp ket stokañ outo. 20 Evel-henn e raimp: o lezel a raimp da vevañ, evit na zeuio kounnar ebet en abeg d'al le hon eus touet dezho, 21 Ar re gentañ a lavaras eta dezho: Bevañ a raint! Met e voent implijet da droc'hañ koad ha da dennañ dour evit an holl vodadenn, evel ma o deus lavaret dezho ar re gentañ. 22 Jozue a c'halvas anezho hag a gomzas outo o lavarout: Perak hoc'h eus touellet ac'hanomp o lavarout: Ni a zo o chom pell bras diouzhoc'h, e-pad ma'z oc'h o chom en hon touez? 23 Bremañ eta ez oc'h milliget, hag e viot sklaved dibaouez, troc'herien goad ha tennerien dour evit ti va Doue. 24 Neuze e respontjont da Jozue o lavarout: Lavaret eo bet da'z servijerien penaos an AOTROU da Zoue en doa gourc'hemennet da Voizez e servijer, reiñ deoc'h an holl vro ha lakaat d'ar marv he holl dud dirazoc'h, hag hon eus bet aon-meurbet evit hor buhez dirazoc'h, hag hon eus graet kement-se. 25 Bremañ emaomp etre da zaouarn, gra evel ma seblanto dit mat ha reizh ober deomp. 26 Ober a reas evel-se dezho, hag e tieubas anezho eus dorn mibien Israel, ha ne voent ket lakaet d'ar marv. 27 Jozue a lakaas anezho en deiz-se troc'herien goad ha tennerien dour evit ar vodadenn hag evit aoter an AOTROU , el lec'h ma zibabfe, betek hiziv. |