Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jozue 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7 An Israeliz pilet. Pec'hed Akan

1 Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.

2 Jozue a gasas tud eus Jeriko da Ai, e-kichen Betaven, e sav-heol da Vetel, hag a lavaras dezho: Pignit da spiañ ar vro. An dud a bignas hag a spias Ai.

3 Distroet da gavout Jozue, e lavarjont dezhañ: Ra ne bigno ket an holl bobl, met ra'z aio daou pe tri mil den hag e pilint Ai. Na skuizh ket an holl bobl evit ken nebeut a dud.

4 War-dro tri mil den eus ar bobl a bignas eta, met e tec'hjont dirak tud Ai.

5 Tud Ai a lazhas war-dro c'hwec'h den ha tregont, rak e redjont war o lerc'h adalek an nor betek Shebarim, hag e piljont anezho war un dinaou. Kalon ar bobl en em deuzas hag a zeuas da vezañ evel dour.

6 Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.

7 Jozue a lavaras: Siwazh! Aotrou AOTROU , perak ec'h eus lakaet ar bobl-mañ da dremen ar Jordan, evit hol lakaat etre daouarn an Amoreaned ha distrujañ ac'hanomp? Perak n'omp ket chomet en tu all d'ar Jordan?

8 Siwazh! Aotrou, petra a lavarin goude m'en deus troet Israel e gein dirak e enebourien?

9 Ar Gananeiz hag holl annezidi ar vro a glevo kement-se hag en em droint a-enep deomp, hag e lamint hon anv a-ziwar an douar. Ha petra a ri evit da anv bras?

10 An AOTROU a lavaras da Jozue: Sav! Perak ez out astennet war da zremm?

11 Israel en deus pec'het. Torret o deus va emglev am boa gourc'hemennet dezho, kemeret o deus diwar an traoù lakaet da verz, laeret o deus, lavaret o deus gevier, lakaet o deus anezho en o fakadoù.

12 Mibien Israel ne c'hello ket derc'hel ouzh o enebourien, treiñ a raint o c'hein dirak o enebourien, rak lakaet int da verz. Ne vin ken ganeoc'h ma ne lamit ket an traoù lakaet da verz eus ho touez.

13 Sav, santela ar bobl ha lavar: En em santelait a-benn warc'hoazh, rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue Israel: Traoù lakaet da verz a zo en da greiz, Israel, ne c'helli ket derc'hel ouzh da enebourien, ken n'ho po lamet an traoù lakaet da verz eus ho touez.

14 Tostaat a reot d'ar beure, hervez ho meuriadoù. Ar meuriad a dapo an AOTROU a dostaio hervez e familhoù. Ar familh a dapo an AOTROU a dostaio hervez he ziegezhioù. An tiegezh a dapo an AOTROU a dostaio den dre zen.

15 An hini a vo tapet o kaout eus traoù lakaet da verz a vo devet en tan, eñ a kement a zo dezhañ, rak torret en deus emglev an AOTROU ha graet en deus un euzhusted en Israel.

16 Jozue a savas beure-mat hag a lakaas Israel da dostaat, hervez e veuriadoù. Meuriad Juda a voe tapet.

17 Lakaat a reas familhoù Juda da dostaat, ha familh lignez Zerak a voe tapet. Lakaat a reas familh Zerak da dostaat den dre zen, ha Zabdi a voe tapet.

18 Lakaat a reas e diegezh da dostaat den dre zen, hag Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a voe tapet.

19 Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d'an AOTROU Doue Israel, ro dezhañ meuleudi, ha disklêr din ar pezh ac'h eus graet, n'henn kuzh ket ouzhin.

20 Akan a respontas da Jozue o lavarout: Gwir eo, pec'het em eus a-enep an AOTROU Doue Israel, ha setu ar pezh am eus graet:

21 Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.

22 Jozue a gasas kannaded a redas d'an deltenn, ha setu, an traoù a oa kuzhet en deltenn, hag an arc'hant a oa dindan.

23 O c'hemer a rejont a-greiz an deltenn, hag o degasjont da Jozue ha da holl vibien Israel, hag o lakajont dirak an AOTROU .

24 Jozue, hag holl Israel gantañ, a gemeras Akan mab Zerak, an arc'hant, ar vantell, an dolzenn aour, e vibien hag e verc'hed, e ejened, e ezen, e zeñved, e deltenn ha kement a oa dezhañ, hag e rejont dezho pignat da draonienn Akor.

25 Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.

26 Hag e savjont warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv. An AOTROU a zistroas eus gwrez e gounnar. Setu perak eo anvet al lec'h-se Traonienn Akor betek hiziv.

Lean sinn:



Sanasan