Jozue 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 Amdroc'h ar bobl. Ar Pask e Kanaan. Penn lu an AOTROU 1 Pa glevas holl rouaned an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan war-zu ar c'huzh-heol, hag holl rouaned ar Gananeiz a oa e-kichen ar mor, penaos en doa disec'het an AOTROU doureier ar Jordan dirak mibien Israel ken na oant tremenet, o c'halonoù a deuzas ha ne voe ken a nerzh-kalon enno dirak mibien Israel. 2 En amzer-se an AOTROU a lavaras da Jozue: Gra kontilli maen, hag ec'h amdroc'hi a-nevez mibien Israel, evit an eil gwech. 3 Jozue a reas kontilli maen hag a amdroc'has mibien Israel war grec'hienn Aralod. 4 Setu perak ec'h amdroc'has Jozue anezho: an holl bobl deuet er-maez eus an Ejipt, ar bared, an holl dud a vrezel, a oa marvet er gouelec'h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt. 5 Ya, an holl bobl a zeuas kuit a oa bet amdroc'het, met n'eo ket bet amdroc'het an holl bobl a zo bet ganet er gouelec'h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt. 6 Mibien Israel o doa kerzhet er gouelec'h e-pad daou-ugent vloaz, ken na voe aet da get an holl bobl tud a vrezel a oa deuet er-maez eus an Ejipt ha n'o doa ket selaouet ouzh mouezh an AOTROU . An AOTROU en doa touet dezho n'o lezje ket da welout ar vro a douas an AOTROU reiñ deomp, ur vro a zever gant laezh ha mel. 7 Savet en deus o mibien en o lec'h, hag ar re-se eo a voe amdroc'het gant Jozue, rak diamdroc'h e oant, ne oant ket bet amdroc'het en hent. 8 Pa voe echu amdroc'h an holl bobl, e chomjont er c'hamp betek ma voent pareet. 9 An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv em eus ruilhet diwarnoc'h dismegañs an Ejipt. Al lec'h-se a voe galvet Gilgal, a zo e anv betek hiziv. 10 Mibien Israel a gampas e Gilgal, hag e rejont ar Pask d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e maezioù Jeriko. 11 An deiz war-lerc'h ar Pask e tebrjont eus traoù ar vro, bara hep goell ha greun rostet, en hevelep deiz-se. 12 Ar mann a baouezas an deiz war-lerc'h, pa zebrjont eus traoù ar vro. Mibien Israel n'o doe ken a vann, met debriñ a rejont eus frouezh douar Kanaan er bloaz-se. 13 Hag e c’hoarvezas, evel ma oa Jozue e-kichen Jeriko, ma savas e zaoulagad ha ma sellas, ha setu: un den en em zalc'he en e sav dirazañ, e gleze dic'houinet en e zorn. Jozue a yeas d'e gavout hag a lavaras: Eus hor re ez out, pe eus hon enebourien? 14 Hag e lavaras: Nann, me eo penn lu an AOTROU , erruout a ran bremañ. Jozue a gouezhas war e zremm d'an douar, a stouas hag a lavaras: Petra a lavar va aotrou d'e servijer? 15 Penn lu an AOTROU a lavaras da Jozue: Lam da votoù diwar da dreid, rak al lec'h emaout warnañ a zo santel. Jozue a reas evel-se. |