Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jozue 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4 An daouzek maen savet e-kichen ar Jordan

1 P'en doe echuet an holl bobl tremen ar Jordan, an AOTROU a gomzas da Jozue o lavarout:

2 Kemerit a-douez ar bobl daouzek den, un den eus pep meuriad,

3 ha roit urzhioù dezho o lavarout: Dougit ac'hann, eus kreiz ar Jordan, eus al lec'h ma'z eo chomet a-sav treid an aberzhourien, daouzek maen a gasot ganeoc'h hag a lakaiot el lec'h ma tremenot an noz-mañ.

4 Jozue a c'halvas an daouzek den en doa dibabet a-douez mibien Israel, un den eus pep meuriad.

5 Jozue a lavaras dezho: Tremenit dirak arc'h an AOTROU ho Toue, e-kreiz ar Jordan, ha ra zougo pep hini ac'hanoc'h ur maen war e skoaz, hervez niver meuriadoù mibien Israel,

6 evit ma vo kement-se un arouez en ho touez. En amzer da zont, pa c'houlenno ho mibien: Petra eo ar vein-se?

7 neuze e respontot dezho: Doureier ar Jordan a voe rannet dirak arc'h emglev an AOTROU pa dremenas ar Jordan; doureier ar Jordan a voe rannet, hag ar vein-se a zo evit mibien Israel un eñvor da viken.

8 Mibien Israel a reas ar pezh en doa gourc'hemennet Jozue. Kemer a rejont daouzek maen eus kreiz ar Jordan, evel m'en doa lavaret an AOTROU da Jozue, hervez niver meuriadoù mibien Israel, hag o c'hasjont ganto d'al lec'h ma tremenjont an noz, hag o lezjont eno.

9 Jozue a savas ivez daouzek maen e-kreiz ar Jordan, el lec'h ma oa chomet treid an aberzhourien a zouge arc'h an emglev, hag emaint eno betek hiziv.

10 An aberzhourien a zouge an arc'h en em zalc'has e-kreiz ar Jordan, betek ma voe echu ar pezh en doa gourc'hemennet an AOTROU da Jozue lavarout d'ar bobl, hervez kement en doa gourc'hemennet Moizez da Jozue. Hag ar bobl a hastas tremen.

11 Goude ma voe tremenet gant an holl bobl, arc'h an AOTROU hag an aberzhourien a dremenas dirak ar bobl.

12 Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a dremenas harnezet dirak mibien Israel, evel m'en doa lavaret dezho Moizez.

13 War-dro daou-ugent mil den, gwisket evit ar brezel, a dremenas dirak an AOTROU evit stourm, etrezek plaenennoù Jeriko.

14 En deiz-se, an AOTROU a savas Jozue dirak holl Israel, hag e toujjont dezhañ, evel m'o doa doujet da Voizez holl zeizioù e vuhez.

15 An AOTROU a gomzas da Jozue o lavarout:

16 Gourc'hemenn d'an aberzhourien a zoug arc'h an emglev pignat eus ar Jordan.

17 Jozue a roas an urzh d'an aberzhourien o lavarout: Pignit eus ar Jordan.

18 Pa voe pignet eus kreiz ar Jordan an aberzhourien a zouge arc'h emglev an AOTROU , ha ma voe lakaet sol treid an aberzhourien war an douar sec'h, doureier ar Jordan a zistroas d'o lec'h hag a redas evel diagent, dreist ar ribloù.

19 Ar bobl a bignas er-maez eus ar Jordan d'an dekvet deiz eus ar miz kentañ, hag e kampjont e Gilgal, e tu reter Jeriko.

20 Jozue a savas e Gilgal an daouzek maen en doa kemeret eus ar Jordan.

21 Hag e komzas da vibien Israel o lavarout: En amzer da zont, pa c'houlenno ho mibien digant o zadoù: Petra eo ar vein-se?

22 C'hwi a gelenno ho mibien o lavarout: War ar sec'h e tremenas Israel ar Jordan-mañ,

23 rak an AOTROU ho Toue en deus disec'het doureier ar Jordan dirazoc'h, ken n'oac'h tremenet, evel m'en doa graet an AOTROU ho Toue d'ar Mor Ruz, en doa disec'het dirazomp, ken n'oamp tremenet,

24 evit ma ouezo holl bobloù an douar penaos eo kreñv dorn an AOTROU , hag evit ma toujot dalc'hmat an AOTROU ho Toue.

Lean sinn:



Sanasan