Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jozue 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 22 Kudenn diwar-benn un aoter

1 Jozue a c'halvas ar Rubeniz, ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase,

2 hag e lavaras dezho: Miret hoc'h eus kement en doa gourc'hemennet deoc'h Moizez servijer an AOTROU , sentet hoc'h eus ouzhin e kement em eus gourc'hemennet deoc'h,

3 n'hoc'h eus ket dilezet ho preudeur e-pad an amzer hir-se betek hiziv, ha miret hoc'h eus karg urzhioù an AOTROU ho Toue.

4 Bremañ an AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh d'ho preudeur, evel m'en doa lavaret. Distroit eta bremañ, kit d'ho teltennoù, d'ar vro a zo deoc'h, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu all d'ar Jordan.

5 Eveshait da virout ar gourc'hemennoù hag al lezenn en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU ha grit diouto, karit an AOTROU ho Toue, kerzhit en e holl hentoù, mirit e c'hourc'hemennoù, en em stagit outañ, servijit anezhañ eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.

6 Jozue a vennigas anezho hag o c'hasas kuit, hag ez ejont d'o zeltennoù.

7 Moizez en doa roet da un hanter eus meuriad Manase ul lodenn e Basan, ha Jozue a roas d'an hanter all ul lodenn gant o breudeur en tu-mañ d'ar Jordan, er c'huzh-heol. Pa gasas Jozue anezho d'o zeltennoù, e vennigas anezho,

8 hag e lavaras dezho: Distreiñ a rit d'ho teltennoù gant pinvidigezhioù bras ha gant loened niverus, gant arc'hant, gant aour, gant arem, gant houarn, gant dilhad e-leizh; lodennit an diwisk eus hoc'h enebourien gant ho preudeur.

9 Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a zistroas hag a yeas kuit a-zigant mibien Israel, eus Silo a zo e bro Ganaan, evit mont da vro C'halaad, d'ar vro a berc'hennent, e-lec'h m'o doa bet o dalc'h, hervez gourc'hemenn an AOTROU dre c'henoù Moizez.

10 Dont a rejont da rann-vro ar Jordan, a zo e bro Ganaan; mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a savas eno un aoter tost d'ar Jordan, un aoter a ziskouez bras.

11 Mibien Israel a glevas lavarout: Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase o deus savet un aoter a-dal da vro Ganaan, e rann-vro ar Jordan, en tu all da vibien Israel.

12 Mibien Israel a glevas kement-se, hag holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, evit pignat d'ober brezel dezho.

13 Mibien Israel a gasas Fineas mab Eleazar an aberzhour da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad,

14 ha dek priñs gantañ, ur priñs dre bep ti tadel eus pep meuriad Israel. Pep hini anezho a oa ur penn eus e di tadel e-touez milieroù Israel.

15 Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad, hag e komzjont outo o lavarout:

16 Evel-henn he deus lavaret holl vodadenn an AOTROU: Petra eo an torfed-se hoc'h eus graet a-enep Doue Israel? Perak hoc'h eus en em zistroet hiziv diouzh an AOTROU en ur sevel un aoter evit enebiñ hiziv ouzh an AOTROU?

17 Ha re nebeut e oa direizhder Peor, ha n'omp ket glanaet dioutañ betek hiziv, daoust d'ar gouli deuet war vodadenn an AOTROU ,

18 ma en em zistroit hiziv diouzh an AOTROU? Enebiñ a rit hiziv ouzh an AOTROU , ha warc'hoazh e fuloro a-enep holl vodadenn Israel!

19 Mard eo dic'hlan ar vro a berc'hennit, tremenit er vro a zo d'an AOTROU , e-lec'h ma chom tabernakl an AOTROU , hag e vo ho talc'h en hon touez. Met n'enebit ket ouzh an AOTROU ha na bellait ket diouzhimp, en ur sevel un aoter deoc'h, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue.

20 Akan mab Zerak, ha ne reas ket un torfed en ur gemer traoù lakaet da verz? Ha ne gouezhas ket fulor an AOTROU war holl vodadenn Israel? An den-se ne varvas ket e-unan evit e zireizhder.

21 Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a respontas, o lavarout da bennoù milieroù Israel:

22 Doue, an AOTROU Doue, Doue, an AOTROU Doue a anavez, hag Israel a anavezo, mard eo dre zispac'h ha mard eo evit un torfed a-enep an AOTROU , na zeuio ket eñ d'hor sikour hiziv!

23 Ma hon eus savet un aoter evit en em zistreiñ diouzh an AOTROU , ha mard eo evit kinnig warni loskaberzhoù ha donezonoù, pe evit profañ aberzhoù a drugarekadennoù, ra c'houlenno kont an AOTROU e-unan,

24 met graet hon eus kement-se rak aon hon eus na lavarfe en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: Petra hoc'h eus d'ober gant an AOTROU Doue Israel?

25 Lakaet en deus an AOTROU ar Jordan evit harz etre ni ha c'hwi, mibien Ruben ha mibien Gad, n'hoc'h eus lod ebet en AOTROU . Hag evel-se e paouezo hor mibien da zoujañ an AOTROU , en abeg d'ho mibien.

26 Lavaret hon eus: Labouromp da sevel un aoter, ha ne vo ket evit loskaberzhoù nag evit aberzhoù,

27 met evit ma vo un test etre hor rummadoù war hol lerc'h, evit ma c'hellimp servijañ an AOTROU dirazañ, gant hol loskaberzhoù, hon aberzhoù, hon aberzhoù a drugarekadennoù, evit na lavaro ket en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: N'hoc'h eus lod ebet en AOTROU .

28 Lavaret hon eus: Pa gomzint evel-se, deomp pe d'hor rummadoù war hol lerc'h, e lavarimp: Gwelit stumm aoter an AOTROU o deus graet hon tadoù, ha ne oa ket evit loskaberzhoù nag evit aberzhoù, met evit ma vefe un test etre ni ha c'hwi.

29 Pell diouzhimp dispac'hañ a-enep an AOTROU pe en em zistreiñ hiziv diouzh lerc'h an AOTROU , en ur sevel un aoter evit loskaberzhoù, donezonoù pe aberzhoù, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue a zo dirak e dabernakl!

30 Pa glevas Fineas an aberzhour, priñsed ar vodadenn ha pennoù milieroù Israel a oa gantañ ar c'homzoù a lavaras mibien Ruben, mibien Gad ha mibien Manase, e voent sederaet.

31 Fineas mab Eleazar an aberzhour a lavaras da vibien Ruben, da vibien Gad ha da vibien Manase: Gouzout a reomp hiziv emañ an AOTROU en ho touez, pa n'hoc'h eus ket graet an torfed-se a-enep an AOTROU ; bremañ hoc'h eus dieubet mibien Israel eus dorn an AOTROU .

32 Fineas mab Eleazar an aberzhour hag ar briñsed a zistroas digant mibien Ruben ha digant mibien Gad eus bro C'halaad da vro Ganaan, da gavout mibien Israel ha da rentañ dezho kont.

33 Mibien Israel a voe sederaet gant kement-se, mibien Israel a vennigas Doue, ha ne gomzjont ken da bignat d'ober brezel dezho evit distrujañ ar vro m'edo o chom enni mibien Ruben ha mibien Gad.

34 Mibien Ruben ha mibien Gad a c'halvas an aoter Ed, rak test eo, emañ an AOTROU Doue etrezomp.

Lean sinn:



Sanasan