Jozue 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 21 Kêrioù al Levited 1 Pennoù-tadel al Levited a dostaas ouzh Eleazar an aberzhour, ouzh Jozue mab Nun, hag ouzh pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel, 2 hag e komzjont outo e Silo, e bro Ganaan, o lavarout: An AOTROU en deus gourc'hemennet dre c'henoù Moizez reiñ deomp kêrioù evit chom enno, gant an douaroù tro-dro evit hol loened. 3 Mibien Israel a roas eus o hêrezh d'al Levited, hervez gourc'hemenn an AOTROU , ar c'hêrioù-mañ gant an douaroù tro-dro. 4 Ar sord a zegouezhas da diegezhioù ar Gehatited. Ha mibien Aaron an aberzhour, a-douez al Levited, o doe dre ar sord trizek kêr, diwar veuriad Juda, diwar veuriad Simeon ha diwar veuriad Benjamin. 5 Mibien all Kehad o doe dre ar sord dek kêr diwar diegezhioù meuriad Efraim, diwar veuriad Dan ha diwar hanter-veuriad Manase. 6 Mibien Gershon o doe dre ar sord trizek kêr diwar diegezhioù meuriad Isakar, diwar veuriad Aser, diwar veuriad Neftali ha diwar hanter-veuriad Manase e Basan. 7 Mibien Merari, hervez o ziegezhioù, o doe daouzek kêr diwar veuriad Ruben, diwar veuriad Gad ha diwar veuriad Zabulon. 8 Mibien Israel a roas d'al Levited, dre ar sord, ar c'hêrioù-se gant an douaroù tro-dro, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dre c'henoù Moizez. 9 Reiñ a rejont eta diwar veuriad mibien Juda ha diwar veuriad mibien Simeon ar c'hêrioù-mañ, a vo galvet dre o anvioù. 10 Evit mibien Aaron, eus tiegezh ar Gehatited, a oa mibien Levi, a voe al lodenn gentañ degouezhet evito, 11 e voe roet: Kirjad-Arba, tad Anak, a zo Hebron, e menez Juda, gant an douaroù tro-dro; 12 parkoù kêr hag he c'hêriadennoù a voe roet da Galeb mab Jefune, evit e zalc'h; 13 roet e voe eta da vibien Aaron an aberzhour ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Hebron gant he douaroù, Libna gant he douaroù, 14 Jattir gant he douaroù, Eshtemoa gant he douaroù, 15 Holon gant he douaroù, Debir gant he douaroù, 16 Ain gant he douaroù, Juta gant he douaroù, Bet-Shemesh gant he douaroù, nav c'hêr diwar an daou veuriad-se; 17 diwar veuriad Benjamin, Gabaon gant he douaroù, Geba gant he douaroù, 18 Anatod gant he douaroù, Almon gant he douaroù, peder c'hêr. 19 Holl gêrioù an aberzhourien mibien Aaron: trizek kêr gant o douaroù. 20 Tiegezhioù mibien Kehad, al Levited all eus mibien Kehad, o doe en o lodenn kêrioù diwar veuriad Efraim, 21 roet e voe dezho ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Sichem gant he douaroù e menez Efraim, Gezer gant he douaroù, 22 Kibzaim gant he douaroù, Bet-Horon gant he douaroù, peder c'hêr; 23 diwar veuriad Dan, Elteke gant he douaroù, Gibbeton gant he douaroù, 24 Ajalon gant he douaroù, Gad-Rimmon gant he douaroù, peder c'hêr; 25 diwar hanter-veuriad Manase, Taanak gant he douaroù, Gad-Rimmon gant he douaroù, div gêr. 26 Holl gêrioù tiegezhioù mibien all Kehad: dek gant o douaroù. 27 Mibien Gershon eus tiegezh al Levited o doe diwar hanter-veuriad Manase ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Golan e Basan gant he douaroù, Beeshtera gant he douaroù, div gêr; 28 diwar veuriad Isakar, Kishjon gant he douaroù, Dabrad gant he douaroù, 29 Jarmud gant he douaroù, En-Gannim gant he douaroù, peder c'hêr; 30 diwar veuriad Aser, Misheal gant he douaroù, Abdon gant he douaroù, 31 Helkad gant he douaroù, Reob gant he douaroù, peder c'hêr; 32 diwar veuriad Neftali, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Kedesh e Galilea gant he douaroù, Hammod-Dor gant he douaroù, Kartan gant he douaroù, teir c'hêr. 33 Holl gêrioù tiegezhioù ar C'hershonited: trizek kêr gant o douaroù. 34 Tiegezhioù mibien Merari, al Levited all, o doe diwar veuriad Zabulon, Jokneam gant he douaroù, Karta gant he douaroù, 35 Dimna gant he douaroù, Nahala gant he douaroù, peder c'hêr; 36 diwar veuriad Ruben, Bezer gant he douaroù, Jahza gant he douaroù, 37 Kedemod gant he douaroù, Mefaad gant he douaroù, peder c'hêr; 38 diwar veuriad Gad, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroù, Mahanaim gant he douaroù, 39 Hesbon gant he douaroù, Jaezer gant he douaroù, peder c'hêr. 40 Holl gêrioù tiegezhioù mibien Merari, tiegezhioù all al Levited, o lodenn a voe daouzek kêr. 41 Holl gêrioù al Levited e-kreiz dalc'hoù mibien Israel: eizh kêr ha daou-ugent gant o douaroù. 42 Pep hini eus ar c'hêrioù-se he devoa he douaroù tro-dro; evel-se e oa evit an holl gêrioù-se. 43 An AOTROU a roas da Israel an holl vro en doa touet reiñ d'o zadoù. He ferc'hennjont hag e voent o chom enni. 44 An AOTROU a roas dezho diskuizh a bep kostez, evel m'en doa touet d'o zadoù, hag hini ebet eus o enebourien ne zalc'has dirazo; an AOTROU a lakaas o holl enebourien etre o daouarn. 45 Ne c'hwitas komz ebet an holl gomzoù mat lavaret gant an AOTROU da di Israel, kement tra a voe peurc'hraet. |