Jozue 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 20 Kêrioù-repuiñ 1 An AOTROU a gomzas da Jozue o lavarout: 2 Komz da vibien Israel ha lavar dezho: Lakait a-du kêrioù-repuiñ, evel em boa lavaret deoc'h dre c'henoù Moizez, 3 evit ma tec'ho enno ar muntrer en devo lazhet unan bennak diratozh, hep rakpreder. Bez' e vint evidoc'h lec'hioù-repuiñ rak ar veñjer-gwad. 4 Hag e tec'ho da unan eus ar c'hêrioù-se, hag e chomo ouzh digor dor kêr evit disklêriañ e afer da henaourien ar gêr-se. Int a zegemero anezhañ e kêr, hag e roint dezhañ ul lec'h evit ma chomo ganto. 5 Mar red ar veñjer-gwad war e lerc'h, ne roint ket ar muntrer etre e zaouarn, rak lazhet en deus e nesañ hep rakpreder, hep kasoni outañ diagent. 6 Chom a raio er gêr-se betek ma'z aio e barnedigezh dirak ar vodadenn, betek marv an aberzhour-meur a vo en amzer-se. Neuze e tistroio ar muntrer hag ez aio d'e gêr ha d'e di, d'ar gêr ma oa tec'het diouti. 7 Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda. 8 Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase. 9 Ar re-se a voe ar c'hêrioù dilennet evit holl vibien Israel hag evit an diavaeziad a zo o chom en o zouez, evit ma tec'ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh, hag evit na varvo ket dre zorn ar veñjer-gwad, betek ma'z aio dirak ar vodadenn. |