Jozue 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 Ar spierien kuzhet e Jeriko gant Rahab 1 Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno. 2 Hag e voe lavaret da roue Jeriko: Setu, tud a zo deuet en noz-mañ a-douez mibien Israel, evit spiañ ar vro. 3 Roue Jeriko a gasas da lavarout da Rahab: Kas er-maez an dud a zo deuet du-se hag a zo aet ez ti, rak deuet int evit spiañ ar vro. 4 Ar vaouez a gemeras an daou zen hag a guzhas anezho; hag e lavaras: Gwir eo penaos an dud-se a zo deuet amañ, met ne ouien ket a-belec'h e oant; 5 evel ma'z ae an nor da vezañ serret diouzh an noz, an dud-se a zo aet er-maez; n'ouzon ket pelec'h ez int aet, hastit mont war o lerc'h, hag e tapot anezho. 6 Hi he doa o lakaet da bignat war an doenn hag o c'huzhet dindan korz lin lakaet ganti war an doenn. 7 An dud-mañ a yeas war o lerc'h war hent ar Jordan betek ar roudouzioù, hag e voe prennet an nor goude ma oa aet kuit ar re a yae war o lerc'h. 8 A-raok mont da gousket, hi a bignas d'o c'havout war an doenn, 9 hag e lavaras dezho: Gouzout a ran en deus roet an AOTROU deoc'h ar vro, ha penaos ar spont dirazoc'h a zo kroget ennomp, ha penaos holl dud ar vro o deus kollet kalon abalamour deoc'h. 10 Rak klevet hon eus penaos en deus disec'het an AOTROU doureier ar Mor Ruz pa'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, hag ar pezh hoc'h eus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan, e Sihon hag en Og, hag hoc'h eus lakaet da verz. 11 Klevet hon eus-se hag hor c'halon a zo teuzet ha n'eus ken a nerzh-kalon e den dirazoc'h, rak an AOTROU ho Toue a zo Doue en neñvoù en nec'h ha war an douar en traoñ. 12 Bremañ eta, touit din me ho ped, dre an AOTROU , penaos, evel ma em eus diskouezet madelezh en ho keñver, e tiskouezot ivez madelezh e-keñver ti va zad; roit din ur brouenn asur, 13 penaos e lezot da vevañ va zad, va mamm, va breudeur, va c'hoarezed hag ar re holl a zo dezho, ha penaos e tiwallot hon eneoù eus ar marv. 14 Ar baotred a respontas: Hor buhezioù evit ho re ma ne zisklêriit ket hon afer. Pa roio deomp an AOTROU ar vro, e tiskouezimp madelezh ha fealded ez keñver. 15 O lakaat a reas da ziskenn gant ur gordenn dre ar prenestr, rak he zi a oa e moger-greñv; er voger-greñv e oa o chom. 16 Hi a lavaras: Kit war-zu ar menez, gant aon na zeufe ar re a zo aet war ho lerc'h d'ho tiarbenn, en em guzhit eno e-pad tri devezh, ken na vo distroet ar re a glask ac'hanoc'h, ha goude-se ez eot gant hoc'h hent. 17 Ar baotred a lavaras: Kuit e vimp eus al le ec'h eus graet deomp touiñ evel-henn: 18 pa zeuimp er vro, e skoulmi ar gordennig a neud ruz-mouk-mañ ouzh ar prenestr ma ez po hon lakaet da ziskenn drezañ, hag e tastumi ganit ez ti da dad, da vamm, da vreudeur hag holl diegezh da dad. 19 Mard a unan bennak anezho er-maez eus dorojoù da di, e wad a vo war e benn ha ni a vo didamall, met evit ar re a vo ganit en ti, o gwad a vo war hor penn mar befe lakaet an dorn war unan bennak anezho. 20 Ha mar kontez hon afer, e vimp kuit eus al le ec'h eus graet deomp touiñ. 21 Respont a reas: Ra vo evel ma hoc'h eus lavaret. Goude-se o lezas da vont kuit hag ez ejont. Hag e skoulmas ar gordennig ruz-mouk ouzh ar prenestr. 22 Mont a rejont hag e teujont d'ar menez, hag e chomjont eno tri devezh, betek ma voe distroet ar re a oa aet war o lerc'h. Ar re a oa aet war o lerc'h a glaskas anezho dre holl war an hent, met n'o c'havjont ket. 23 An daou zen a zistroas, a ziskennas eus ar menez, a dremenas hag a zeuas da gavout Jozue mab Nun, hag e kontjont dezhañ kement a oa c'hoarvezet ganto. 24 Hag e lavarjont da Jozue: A-dra-sur an AOTROU en deus lakaet an holl vro etre hon daouarn, holl annezidi ar vro o deus kollet kalon dirazomp. |