Jozue 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 Lodenn roet da Efraim 1 Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da vibien Jozef. En em astenn a rae adalek ar Jordan e-kichen Jeriko da zoureier Jeriko ouzh ar reter, betek ar gouelec'h a bign eus Jeriko da venez Betel, 2 hag ez ae eus Betel da Luz, hag e tremene war harz an Arkianed en Atarod, 3 hag e tiskenne war-zu ar c'huzh-heol da harz ar Jafletiz ha da harz Bet-Horon-Izel, ha betek Gezer, hag e tape ar mor. 4 Evel-se mibien Jozef, Manase hag Efraim, o doe o hêrezh. 5 Setu harz mibien Efraim hervez o ziegezhioù. Harz reter o hêrezh a oa eus Atarod-Adar betek Bet-Horon-Uhel, 6 hag ez ae an harz war-zu ar mor da Vikmetad en hanternoz, hag e troe an harz war-zu ar sav-heol etrezek Taanad-Silo, hag e tremene war-zu ar sav-heol dre Janoak, 7 hag e tiskenne eus Janoak da Atarod ha da Naarad, hag e tizhe Jeriko, hag e tape ar Jordan, 8 hag ez ae an harz eus Tappuak war-zu ar c'huzh-heol betek froud Kanah, hag e tape ar mor. Hennezh e voe hêrezh mibien Efraim hervez o ziegezhioù. 9 Mibien Efraim o doa ivez kêrioù distag e-kreiz hêrezh mibien Manase, kêrioù gant o c'hêriadennoù. 10 Hogen ne gasjont ket kuit ar Gananeiz a oa o chom e Gezer, hag ez eus bet Kananeiz o chom e-touez Efraim betek hiziv, o servijañ evel sklaved. |