Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jozue 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 14 Kaleb a resev Hebron da hêrezh

1 Setu amañ hêrezh mibien Israel e bro Ganaan, ar pezh a lodennas dezho evel hêrezh Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel.

2 O hêrezh a voe roet dezho dre ar sord, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dre Voizez evit an nav meuriad hag an hanter-veuriad.

3 Rak Moizez en doa roet o hêrezh da zaou veuriad ha d'un hanter-veuriad en tu all d'ar Jordan, met n'en devoa ket roet a hêrezh d'al Levited en o zouez.

4 Mibien Jozef a rae daou veuriad, Manase hag Efraim, ha ne voe ket roet a lod d'al Levited er vro, nemet kêrioù da chom enno gant o douaroù tro-dro evit o chatal hag evit o madoù.

5 Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez, hag e lodennjont ar vro.

6 Mibien Juda a dostaas ouzh Jozue e Gilgal, ha Kaleb mab Jefune ar C'henizian a lavaras: Gouzout a rez ar pezh en deus lavaret an AOTROU da Voizez den Doue e Kadesh-Barnea.

7 Oadet a zaou-ugent vloaz e oan pa gasas Moizez servijer an AOTROU ac'hanon eus Kadesh-Barnea evit spiañ ar vro, hag e rentis dezhañ kont en eeunder va c'halon.

8 Va breudeur a oa pignet ganin a lakaas kalon ar bobl da deuziñ, met me a heulias en holl leunder an AOTROU va Doue.

9 Moizez a douas en deiz-se o lavarout: A-dra-sur an douar en deus mac'het da droad a vo da viken un hêrezh evidout hag evit da vibien, dre ma ec'h eus heuliet en holl leunder an AOTROU va Doue.

10 Ha bremañ, setu, an AOTROU en deus miret din va buhez, evel m'en doa lavaret. Bez' ez eus pemp bloaz ha daou-ugent abaoe m'en deus lavaret an AOTROU ar gomz-se da Voizez, pa gerzhe Israel er gouelec'h, hag hiziv, setu, em eus an oad a bemp bloaz ha pevar-ugent.

11 Hag ez on c'hoazh hiziv ken nerzhus hag en deiz ma kasas ac'hanon Moizez; bez' em eus bremañ an hevelep nerzh hag an hini em boa neuze evit ar brezel hag evit mont ha dont.

12 Ro din eta ar menez en doa komzet an AOTROU diwar e benn en deiz-se, rak klevet ec'h eus en deiz-se edo an Anakim eno, gant kêrioù bras ha kreñv. Marteze e vo an AOTROU ganin hag e kasin anezho kuit, evel m'en deus lavaret an AOTROU .

13 Jozue a vennigas anezhañ, hag e roas Hebron da Galeb mab Jefune da hêrezh.

14 Setu perak e voe Hebron da Galeb mab Jefune ar C'henizian da hêrezh betek hiziv, dre m'en doa heuliet en holl leunder an AOTROU Doue Israel.

15 Anv Hebron a oa gwechall Kirjad-Arba, hag a oa bet un den galloudek e-touez an Anakim. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.

Lean sinn:



Sanasan