Jozue 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 Ar pemp roue trec'het gant Jozue. An heol hag al leor a arsav 1 Pa glevas Adoni-Zedek roue Jeruzalem penaos en doa kemeret Jozue Ai ha penaos en doa he lakaet da verz, penaos en doa graet da Ai ha d'e roue evel m'en doa graet da Jeriko ha d'e roue, ha penaos tud Gabaon o doa graet ar peoc'h gant an Israeliz hag a oa o chom en o zouez, 2 en doe aon-meurbet, rak Gabaon a oa ur gêr vras, evel unan eus ar c'hêrioù roueel; brasoc'h e oa eget Ai hag hec'h holl dud a oa kadarn. 3 Adoni-Zedek roue Jeruzalem a gasas da gavout Hoham roue Hebron, Piram roue Jarmud, Jafia roue Lakish ha Debir roue Eglon, da lavarout: 4 Pignit da'm c'havout ha sikourit ac'hanon, hag e skoimp war Gabaon, rak graet he deus ar peoc'h gant Jozue ha gant mibien Israel. 5 Ar pemp roue eus an Amoreaned: roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish, roue Eglon, en em zastumas hag a bignas gant o holl luioù, hag e kampjont a-enep Gabaon, hag e vrezeljont outi. 6 Tud Gabaon a gasas da gavout Jozue da gamp Gilgal, da lavarout: Na zilez ket da zorn diouzh da servijerien, pign buan d'hor c'havout, dieub ac'hanomp ha ro sikour deomp, rak holl rouaned an Amoreaned a zo o chom war ar menez, a zo en em zastumet a-enep deomp. 7 Jozue a bignas eus Gilgal, eñ hag e holl dud a vrezel gantañ, hag an holl dud kadarn ha kreñv. 8 An AOTROU a lavaras da Jozue: Na'z pez ket aon, o lakaet em eus etre da zaouarn, hini anezho ne zalc'ho dirazout. 9 Jozue a zeuas buan d'o c'havout, e-pad an noz e pignas eus Gilgal. 10 An AOTROU a zisparfoeltras anezho dirak Israel, a reas ul lazhadeg bras e-kichen Gabaon. Mont a reas war o lerc'h dre hent krav Bet-Horon, hag o filas betek Azeka ha Makkeda. 11 Evel ma tec'hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neñv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc'h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c'hleze. 12 Jozue a gomzas d'an AOTROU en deiz ma roas an AOTROU an Amoreaned da vibien Israel, hag e lavaras dirak daoulagad Israel: Heol, chom a-sav war Gabaon! Loar, war draonienn Ajalon! 13 An heol a chomas a-sav, al loar a arsavas ivez, betek m'en doe en em veñjet ar bobl eus hec'h enebourien. Ha n'eo ket skrivet-se e levr Jasher? An heol a arsavas e-kreiz an neñvoù ha ne hastas ket d'en em guzhat war-dro un devezh leun. 14 Ne voe deiz ebet evel hennezh, nag a-raok na goude, ma selaouas an AOTROU mouezh un den, rak an AOTROU a vrezelas evit Israel. 15 Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas da gamp Gilgal. 16 Ar pemp roue a dec'has hag en em guzhas en ur vougev e Makkeda. 17 Dezrevellet e voe kement-se da Jozue o lavarout: Kavet eo bet ar pemp roue, kuzhet en ur vougev e Makkeda. 18 Jozue a lavaras: Ruilhit mein bras ouzh digor ar vougev, ha lakait en he c'hichen tud d'he diwall. 19 C'hwi, na baouezit ket, redit war-lerc'h hoc'h enebourien, krogit enno, n'o lezit ket da vont en o c'hêrioù, rak an AOTROU ho Toue en deus o lakaet etre ho taouarn. 20 Pa o doe echu Jozue ha mibien Israel d'ober ul lazhadeg bras anezho, betek o distrujañ holl, ha ma voe en em dennet e kêrioù kreñv ar re a c'hellas tec'hout diouto, 21 an holl bobl a zistroas e peoc'h d'ar c'hamp da gavout Jozue, da Vakkeda. Den ne fiñvas e deod a-enep mibien Israel. 22 Jozue a lavaras: Digorit genoù ar vougev, ha grit dont er-maez d'ar pemp roue hag o degasit din. 23 Hag e rejont evel-se. Lakaat a rejont ar pemp roue da zont er-maez eus ar vougev, roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish ha roue Eglon, hag o degasjont dezhañ. 24 Pa o doe degaset ar rouaned-se da Jozue, Jozue a c'halvas holl dud Israel, hag e lavaras da ofiserien an dud a vrezel a oa aet gantañ: Tostait ha lakait ho treid war c'houzougoù ar rouaned-mañ. Hag e tostajont hag e lakajont o zreid war o gouzougoù. 25 Jozue a lavaras: Na spontit ket ha n'ho pet ket aon, en em galonekait ha bezit kreñv, rak evel-se eo e raio an AOTROU d'hoc'h holl enebourien ho po da vrezeliñ outo. 26 Goude-se Jozue o skoas hag o lakaas d'ar marv, hag e krougas anezho ouzh pemp koad, hag e chomjont krouget ouzh ar c'hoadoù betek an abardaez. 27 Evel ma'z ae an heol da guzh, Jozue a c'hourc'hemennas diskenn anezho digant ar c'hoadoù. Taolet e voent er vougev ma oant en em guzhet; ouzh digor ar vougev e voe lakaet mein bras, hag emaint eno betek hiziv. 28 Jozue a gemeras ivez Makkeda en deiz-se hag a skoas warni gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz he roue hag he zud a oa enni; ne lezas den da dec'hout kuit, hag e reas da roue Makkeda evel m'en doa graet da roue Jeriko. 29 Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a dremenas eus Makkeda da Libna, hag e vrezelas a-enep Libna. 30 An AOTROU he lakaas etre daouarn Israel gant he roue, hag e skoas warni gant troc'h ar c'hleze, ha war an holl dud a oa enni; ne lezas den da dec'hout kuit, hag e reas d'he roue evel m'en doa graet da roue Jeriko. 31 Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a dremenas eus Libna da Lakish, hag e kampas en hec'h enep, hag e vrezelas outi. 32 An AOTROU a lakaas Lakish etre daouarn Israel, a gemeras anezhi d'an eil deiz; hag e skoas warni gant troc'h ar c'hleze, ha war an holl dud a oa enni, evel m'en doa graet da Libna. 33 Neuze Horam roue Gezer a bignas da sikour Lakish. Jozue a skoas warnañ ha war e bobl, ha ne lezas den da dec'hout kuit. 34 Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a dremenas eus Lakish da Eglon, hag e kampjont en hec'h enep, hag e vrezeljont outi. 35 Hag he c'hemerjont en deiz-se, hag e skojont warni gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz en deiz-se an holl dud a oa enni, evel m'en doa graet da Lakish. 36 Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a bignas eus Eglon da Hebron, hag e vrezeljont outi. 37 Hag he c'hemerjont, hag e skojont warni gant troc'h ar c'hleze, war he roue, war hec'h holl gêriadennoù ha war an holl dud a oa enno, ha ne lezas den da dec'hout kuit, evel m'en doa graet da Eglon. He lakaas da verz gant an holl dud a oa enni. 38 Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas war o c'hiz war-zu Debir, hag e vrezelas outi. 39 Hag he c'hemeras gant he roue hag hec'h holl gêriadennoù, hag e skojont warno gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz an holl dud a oa enno, ha ne lezas den da dec'hout kuit; hag e reas da Zebir ha d'he roue evel m'en doa graet da Hebron hag evel m'en doa graet da Libna ha d'he roue. 40 Jozue a skoas eta war ar vro holl, war ar menez, ar c'hreisteiz, ar blaenenn, ar c'hrec'hioù, gant o holl rouaned. Ne lezas den da dec'hout kuit, hag e lakaas da verz kement a anale, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU Doue Israel. 41 Jozue a skoas evel-se warno adalek Kadesh-Barnea betek Gaza, hag holl vro C'hoshen betek Gabaon. 42 Jozue a gemeras en ur wech an holl rouaned-se hag o broioù, rak an AOTROU Doue Israel a vrezele evit Israel. 43 Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas da gamp Gilgal. |