Jonaz 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 1 Displijet kalz eo bet Jonaz gant kement-se, hag ez eas droug ennañ. 2 Hag e pedas an AOTROU o lavarout: AOTROU! Ha n'eo ket-se a lavaren pa oan c'hoazh em bro? En abeg da-se eo e felle din da gentañ tec'hout da Darsiz. Rak gouzout a raen ez out un Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, hag ec'h eus keuz d'an droug. 3 Bremañ AOTROU, kemer va buhez, rak gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez. 4 An AOTROU a lavaras dezhañ: Hag e rez mat o fuloriñ? 5 Ha Jonaz a yeas er-maez eus kêr, hag ec'h azezas er sav-heol da gêr. Sevel a reas eno ul lochenn hag en em zalc'has en he skeud, betek ma welje ar pezh a c'hoarvezje gant kêr. 6 An AOTROU Doue a lakaas ur risin da greskiñ dreist Jonaz, evit reiñ skeud war e benn hag e zieubiñ eus e c'hlac'har. Ha Jonaz en doe ul levenez vras abalamour d'ar risin. 7 Hag antronoz, da darzh-an-deiz, Doue a lakaas ur preñv a skoas war ar risin, hag e tisec'has. 8 Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez. 9 Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv. 10 Neuze an AOTROU a lavaras dezhañ: Truez ec'h eus ouzh ar risin na'z poa ket kemeret poan eviti, a zo bet ganet en un nozvezh hag a zo marvet en un nozvezh, 11 ha me na'm befe ket truez ouzh Ninive ar gêr vras, ez eus enni ouzhpenn kant ugent mil den, na ouzont ket disheñvelout o dorn dehou diouzh o dorn kleiz, ha loened e niver bras? |