Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jonaz 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Goude-se komz an AOTROU a voe disklêriet un eil gwech da Jonaz o lavarout:

2 Sav, kae da Ninive ar gêr vras, hag embann enni ar c'hemennad a lavaran dit.

3 Jonaz a savas eta hag a yeas da Ninive, hervez urzh an AOTROU. Ninive a oa ur gêr vras-meurbet, eus tri devezh bale.

4 Jonaz en em lakaas da vont tre e kêr, hed un devezh bale. Hag e krie o lavarout: Daou-ugent devezh c'hoazh, ha Ninive a vo distrujet!

5 Ha tud Ninive a gredas Doue. Embann a rejont ur yun, hag e wiskjont seier, eus an hini brasañ betek an hini bihanañ

6 Ar gomz-se a zeuas betek roue Ninive, a savas eus e dron, a lamas diwarnañ e vantell, en em c'holoas gant ur sac'h hag a azezas war al ludu.

7 Goude e lakaas da embann e Ninive ar gerioù-mañ, dre urzh ar roue hag e bennoù bras: Ne dañvaio tra ebet, nag an dud nag al loened nag an ejen nag an deñved, ne beurint ket ha n'evint ket dour.

8 Ra wisko an dud hag al loened seier, ra griint da Zoue gant nerzh, ha ra zistroio pep hini diouzh e hent fall ha diouzh an drougiezh a zo en e zaouarn.

9 Piv a oar hag-eñ n'en devo ket keuz Doue, ha n'en devo ket truez, evit distreiñ diouzh e gounnar entanet, en doare ma ne varvimp ket.

10 Ha Doue a welas ar pezh a raent, ha penaos e tistroent eus o hent fall. Doue en deus bet keuz d'an droug en doa komzet ober dezho, ha n'en reas ket.

Lean sinn:



Sanasan