Jonaz 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 1 An AOTROU a reas d'ur pesk bras en em gavout eno evit lonkañ Jonaz. Ha Jonaz a voe e kof ar pesk e-pad tri devezh ha teir nozvezh. 2 Jonaz, eus kof ar pesk, a bedas an AOTROU e Zoue, 3 o lavarout: Em estrenvan em eus galvet an AOTROU hag en deus respontet din, eus kof lec'h ar marv em eus kriet hag ec'h eus klevet va mouezh. 4 Va zaolet ec'h eus en donder, e kalon ar mor, an doureier o deus va c'helc'hiet, da holl donnoù ha da holl wagennoù o deus tremenet dreiston. 5 Lavaret em eus: Taolet on kuit a-zirak da zaoulagad, koulskoude e welin c'hoazh templ da santelezh! 6 An doureier o deus va c'helc'hiet betek an ene, an donder en deus va goloet, korz o deus en em gorvigellet en-dro da'm fenn. 7 Diskennet on betek gwrizioù ar menezioù, an douar en deus serret warnon e sparloù da viken, met te ac'h eus lakaet va buhez da adsevel eus ar poull, AOTROU va Doue! 8 Pa zinerzhe va ene ennon, em eus bet soñj eus an AOTROU, ha va fedenn a zo deuet betek ennout, e templ da santelezh. 9 Ar re en em stag ouzh traoù aner ha touellus a zilez an hini a ra trugarez. 10 Met me a ginnigo dit aberzhoù gant ur ganaouenn a drugarekadennoù; seveniñ a rin ar gouestloù am eus graet, ar silvidigezh a zo d'an AOTROU. 11 Neuze an AOTROU a gomzas ouzh ar pesk, hag e c'hwedas Jonaz war ar sec'h. |