Jonaz 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jonaz mab Amitai, o lavarout: 2 Sav, kae da Ninive ar gêr vras, ha kri a-enep dezhi, rak o drougiezh a zo pignet betek ennon. 3 Met Jonaz a savas evit tec'hout da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU. Diskenn a reas da Jafo, hag e kavas ul lestr a yae da Darsiz. Paeañ a reas e dreizh, hag ez eas enni evit mont ganto da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU. 4 Met an AOTROU a lakaas un avel vras da sevel war ar mor, hag e voe ur gorventenn vras war vor, hag al lestr a oa war var da derriñ. 5 Ar vartoloded o doe aon, hag e krias pep hini d'e zoue, hag e taoljont er mor traoù a oa el lestr evit he skañvaat. Met Jonaz a oa diskennet e strad al lestr, hag e oa gourvezet o kousket-don eno. 6 Neuze ar sturier a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Perak e kouskez? Sav ha kri da'z Toue! Marteze e soñjo ennomp, ha ned aimp ket da goll. 7 Goude e lavarjont an eil d'egile: Deuit, taolomp ar sord, hag e ouezimp en abeg da biv e c'hoarvez an droug-se ganeomp. Teurel a rejont ar sord hag ar sord a gouezhas war Jonaz. 8 Neuze e lavarjont dezhañ: Ro da anavezout eta deomp perak e c'hoarvez an droug-se ganeomp. Peseurt micher ac'h eus? A-belec'h e teuez? Pehini eo da vro? Eus peseurt pobl ez out? 9 Hag e lavaras: Hebread ez on. Doujañ a ran an AOTROU, Doue an neñvoù, an hini en deus graet ar mor hag ar sec'h. 10 An dud-se a voe leuniet eus un aon bras, hag e lavarjont dezhañ: Perak ec'h eus graet kement-se? Rak an dud-se a ouie e tec'he pell diouzh dremm an AOTROU, dre m'en doa en disklêriet dezho. 11 Lavarout a rejont dezhañ: Petra a raimp dit evit ma sioulaio ar mor en hor c'heñver? Rak ar mor a oa o fallaat. 12 Hag e respontas dezho: Va c'hemerit ha va zaolit er mor, hag e sioulaio ar mor en ho keñver, rak gouzout a ran ez eo en abeg din eo deuet warnoc'h ar gorventenn-se. 13 An dud-mañ a roeñve evit dont d'an douar, met ne c'hellent ket, rak ar mor a oa o fallaat en o enep. 14 Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: AOTROU! N'hor c'has ket da goll en abeg da ene an den-mañ, ha na laka ket warnomp ar gwad didamall. Rak te, AOTROU, te a ra evel ma plij dit. 15 Neuze e kemerjont Jonas hag e taoljont anezhañ er mor, hag e paouezas fulor ar mor. 16 Un doujañs vras e-keñver an AOTROU a grogas en dud-mañ, hag e kinnigjont aberzhoù d'an AOTROU hag e rejont gouestloù. |