Jeremiaz 50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 50 1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU a-enep Babilon hag a-enep bro ar Galdeiz, dre ar profed Jeremiaz, er gerioù-se: 2 Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret. 3 Rak ur vroad a bign a-enep dezhi eus an hanternoz, lakaat a raio he bro da vezañ ur gouelec'h, ha ne vo den o chom enni. Den ha loen a dec'ho, mont a raint kuit. 4 En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelañ, hag e klaskint an AOTROU o Doue. 5 Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloù etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac'haet. 6 Va fobl a zo bet evel deñved dianket, o mesaerien o deus kollet anezho, hag o deus graet dezho kantren dre ar menezioù. Aet int eus ur menez d'ur c'hrec'h, hag o deus disoñjet o c'hraou. 7 An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù. 8 Tec'hit eus kreiz Babilon, it er-maez eus bro ar Galdeiz, bezit evel ar bouc'hed a ya dirak an tropell! 9 Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoù bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroù a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo. 10 Kaldea a vo ur preizh, an holl re a breizho anezhi o devo o gwalc'h, eme an AOTROU. 11 Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg, 12 ho mamm a vo goloet a vezh, an hini he deus ho kanet a vo dismegañset. Setu ma vo an diwezhañ eus ar broadoù, ur gouelec'h, un douar krin, ul lanneg. 13 En abeg da gounnar an AOTROU ne vo ken annezet, holl ne vo nemet glac'har. Ar re a dremeno e-kichen Babilon a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioù. 14 En em renkit en-dro da Vabilon, c'hwi holl a antell ar wareg; tennit a-enep dezhi, n'espernit ket ar biroù, rak pec'het he deus a-enep an AOTROU. 15 Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet. 16 Dilamit eus Babilon an hini a had hag an hini a ra gant ar falz da vare an eost. Dirak ar c'hleze distrujus, ra zistroio pep hini etrezek e bobl, ra dec'ho pep hini d'e vro. 17 Israel a zo evel un dañvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentañ roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhañ Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec'h eskern dezhi. 18 Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ roue Babilon hag e vro, evel ma em eus kastizet roue Asiria. 19 Hag e tegasin en-dro Israel d'e chomlec'h, hag e peuro war ar C'harmel hag ar Basan. E ene en devo e walc'h war menezioù Efraim ha Galaad. 20 En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant. 21 Pign a-enep ar vro a zo disent div wech, a-enep an dud lezet evit bezañ kastizet, distruj ha kas da get war o lerc'h, eme an AOTROU, gra hervez kement am eus gourc'hemennet dit. 22 Trouz un emgann a zo er vro, hag un distruj bras. 23 Penaos eo bet torret, freuzet, morzhol an douar a-bezh! Penaos eo deuet Babilon un dismantr e-touez ar broadoù! 24 Stegnet em eus ur pech dit, hag ez out bet tapet, Babilon, ha n'anaveze ket. Kavet out bet ha tapet, dre ma ec'h eus stourmet a-enep an AOTROU. 25 An AOTROU en deus digoret e harnezerezh, tennet en deus er-maez armoù e gounnar, rak an Aotrou, AOTROU an armeoù, en deus ul labour d'ober e bro ar Galdeiz. 26 Deuit a-enep dezhi a bep tu, digorit he solieroù, mac'hit anezhi evel bernioù, kasit anezhi da get, ra ne vano ken netra! 27 Lazhit hec'h holl goleoù, ra ziskennint holl d'al lazhadeg. Gwalleur dezho, rak o deiz a zo deuet, amzer o c'hastiz! 28 Selaouit mouezh ar re a dec'h hag a ya kuit eus bro Vabilon, evit embann e Sion veñjañs an AOTROU hon Doue, veñjañs e dempl. 29 Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel. 30 Setu perak he zud a zibab a gouezho war he leurioù, hag hec'h holl dud a vrezel a vo kaset da get en deiz-se, eme an AOTROU. 31 Setu em eus droug ouzhit-te, lorc'hus, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, rak da zeiz a zo deuet, an amzer ma'z kastizin. 32 An hini lorc'hus a vrañsello hag a gouezho, ha den n'adsavo anezhi, hag ec'h enaouin un tan en he c'hêrioù. Lonkañ a raio hec'h holl drowardroioù. 33 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mibien Israel ha mibien Juda a zo bet gwasket a-gevret. An holl re o deus harluet anezho o dalc'h, ne fell ket dezho o lezel da vont. 34 O dasprener a zo kreñv, e anv eo AOTROU an armeoù. Difenn a raio a-dra-sur o c'haoz, evit reiñ diskuizh d'ar vro, ha lakaat da drefuiñ tud Babilon. 35 Ar c'hleze a zo war ar Galdeiz, eme an AOTROU, war dud Babilon, war he fennoù ha war e furien! 36 Ar c'hleze a zo war he zouellerien: ra zeuint da vezañ diskiant! Ar c'hleze a zo war he re galonek: ra vint kollet! 37 Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet! 38 Ar sec'hor a zo war he doureier: ra vankint! Rak ur vro a idoloù eo, sot int gant o idoloù euzhus. 39 Loened gouez ar gouelec'h o devo eno o zoulloù gant an aourgon, ar struskañvaled a zeuio da chom eno, ne vo biken tud o chom eno, ne vo ken annezet a oad da oad. 40 Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c'hêrioù nesañ, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno. 41 Setu, ur bobl a zeuio eus an hanternoz, ur vroad vras ha rouaned niverus a zihuno eus pennoù pellañ an douar. 42 Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Babilon. 43 Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ. 44 Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Babilon da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon? 45 Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Babilon, hag ar soñjoù en deus graet a-enep bro ar Galdeiz: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno! 46 Gant trouz kemer Babilon an douar a greno, hag ur garm a vo klevet e-touez ar broadoù. |