Jeremiaz 49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 49 1 Diwar-benn mibien Ammon, evel-henn e komz an AOTROU: Israel, ha n'en deus mab ebet? Ha n'en deus heritour ebet? Perak en deus heritet Malkam eus Gad? Perak emañ o chom e bobl en e gêrioù? 2 Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma rin klevout ar griadenn a vrezel etrezek Rabba mibien Ammon. Dont a raio da vezañ ur bern distruj, he c'hêriadennoù a vo devet dre an tan, hag Israel a berc'henno ar re o devo e berc'hennet, eme an AOTROU. 3 Yud, Hesbon! Rak Ai a zo distrujet. Garmit, merc'hed Rabba, gwiskit ar sac'h, hirvoudit, redit amañ hag ahont a-hed ar mogerioù! Rak Malkam a yelo d'an harlu gant e aberzhourien hag e bennoù. 4 Perak e kavez gloar ez traoniennoù? Da draonienn a ziver, merc'h disleal a fizie ez teñzorioù, o lavarout: Piv a zeuio a-enep din? 5 Setu ez an da zegas warnout ar spont eus da holl drowardroioù, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, hag e viot kaset pep hini war-eeun dirazañ, ha den ne zastumo an dec'hidi. 6 Met goude-se e tegasin en-dro re zalc'het mibien Ammon, eme an AOTROU. 7 Diwar-benn Edom, evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ha n'eus ken a furnez e Teman? Hag e vank ar c'huzul d'an dud desket? Ha kouezhet eo o furnez? 8 Tec'hit, troit kein, en em endonit e kevioù, tud Dedan, rak lakaat a rin da zont war Ezaü e c'hlac'har da vare e gastiz. 9 Mar deufe dastumerien da'z ti, ha ne lezfent netra da raspaat? Mar deufe laeron noz, e kemerfent ar pezh a vefe a-walc'h dezho. 10 Met me am eus diwisket Ezaü ha dizoloet e lec'hioù kuzh, ne c'hello ket en em guzhat. E lignez, e vreudeur hag e amezeien a zo distrujet, ha n'emañ ken. 11 Lez da emzivaded, me a lakaio anezho da vevañ, ha ra fizio da intañvezed ennon! 12 Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evañ an hanaf a evo anezhañ, ha te a vefe ezdalc'het? Ne vi ket ezdalc'het, met a-dra-sur evañ a ri anezhañ. 13 Rak touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, Bozra a zeuio da vezañ ur rivin, un dismegañs, ur gwastadur, ur vallozh, hag hec'h holl gêrioù a vo gouelec'hioù peurbadus. 14 Klevet em eus kement-mañ a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset d'ar broadoù: Dastumit ha deuit a-enep dezhi! Savit evit ar brezel! 15 Rak setu, da lakaat a rin bihan e-touez ar broadoù, ha disprizet e-touez an dud. 16 Da emfiziañs ha lorc'h da galon o deus da douellet, te hag a zo o chom e toulloù ar reier hag a zalc'h krec'h ar menezioù. Pa savi da neizh evel an erer, e taolin ac'hanout d'an traoñ, eme an AOTROU. 17 Edom a vo ur rivin, ar re a dremeno en e gichen a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioù. 18 Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c'hêrioù nesañ, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno. 19 Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Edom da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon? 20 Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Edom, hag ar soñjoù en deus graet a-enep Teman: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno! 21 Gant trouz o lamm, an douar a gren, ha klevet eo mouezh o garm betek ar Mor Ruz. 22 Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù. 23 Diwar-benn Damask. Hamad hag Arpad a zo mezhekaet, rak klevet o deus keloù fall, teuziñ a reont. Gwall vor 'zo ha ne c'hell ket sioulaat. 24 Damask a zo dinerzhet, treiñ a ra evit tec'hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac'har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiñ. 25 Penaos n'eo ket dilezet ar gêr vrudet, kêr va levenez? 26 Setu perak he zud yaouank a gouezho en he straedoù, hag an holl dud a vrezel a soeto en deiz-se, eme an AOTROU. 27 Me a enaouo an tan e mogerioù Damask, hag e lonko palezioù Ben-Hadad. 28 Diwar-benn Kedar ha rouantelezhioù Hazor, a vo kannet gant Nebukadnezar roue Babilon, evel-henn e komz an AOTROU: Savit, pignit a-enep Kedar, distrujit mibien ar sav-heol. 29 Tapout a raint o zeltennoù hag o zropelloù, kemer a raint o fallennoù, o holl listri hag o c'hañvaled, hag e vo yudet: Spont a bep tu! 30 Tec'hit! Pellait kement ha ma c'hellit, en em endonit da chom, tud Hazor, eme an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon en deus graet ur soñj a-enep deoc'h, ijinet en deus ur mennad a-enep deoc'h. 31 Savit, pignit etrezek ar vroad a zo e peoc'h hag o chom e surentez, eme an AOTROU. N'o deus na dorojoù na prennoù, hag emaint o chom o-unan. 32 O c'hañvaled a vo preizhet, niver bras o loened a vo skrapet. Me o stlabezo da bep avel, an dud-se a douz kognoù o barv, hag e rin d'o glac'har dont a bep tu, eme an AOTROU. 33 Azor a zeuio da vezañ toulloù evit an aourgon hag ur gouelec'h da viken. Ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno. 34 Komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Jeremiaz a-enep Elam, e penn-kentañ ren Sedesia roue Juda, er gerioù-se: 35 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da derriñ gwareg Elam, e nerzh brasañ. 36 Hag e kasin war Elam ar pevar avel eus pevar fenn an neñvoù, hag e stlabezin anezho gant an holl avelioù-se, ha ne vo ket ur vroad ma ne zeuio ket enni tec'hidi Elam. 37 Me a raio da Elam bezañ spouronet dirak o enebourien ha dirak ar re a glask o buhez. Hag e kasin warno an droug, va c'hounnar entanet, eme an AOTROU. Hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo o c'haset da get. 38 Hag e lakain va zron en Elam, hag e tistrujin ar rouaned hag ar pennoù anezhañ. 39 Met en deizioù diwezhañ e tegasin en-dro re zalc'het Elam, eme an AOTROU. |