Jeremiaz 48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 48 1 Diwar-benn Moab, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwalleur da Nebo, rak gwastet eo! Kirjataim a zo mezhek, tapet eo. Ar gêr greñv a zo mezhet ha spontet. 2 Moab n'he deus ken da dennañ gloar eus Hesbon, ijinet eo bet droug a-enep dezhi: Deuit, distrujomp hi a-douez ar broadoù! Ha te ivez, Madmen, te a vo distrujet, hag ar c'hleze a yelo war da lerc'h. 3 Ur vouezh o c'harmiñ a zeu eus Horonajim, freuz ha distruj bras. 4 Moab a zo brevet, e re vihan a ra klevout o c'hriadennoù. 5 Pignat a reor en ur ouelañ savenn Lukid, hag e klevor garmoù a enkrez o tont eus diskenn Horonajim en abeg d'an enebourien. 6 Tec'hit, savetait ho puhez! Hag e viot evel en noazh en ur gouelec'h. 7 Peogwir ec'h eus fiziet ez labourioù hag ez teñzorioù, e vi tapet ivez. Ha Kemosh a yelo d'an harlu, gant hec'h aberzhourien hag he fennoù. 8 An distrujer a yelo en holl gêrioù, ha kêr ebet na dec'ho. An draonienn a vo rivinet hag ar blaenenn a vo distrujet, hervez ar pezh en deus lavaret an AOTROU. 9 Roit eskell da Voab, rak a-dra-sur e nijo. E gêrioù a zeuio da vezañ ur gouelec'h, ne vo den o chom enno. 10 Ra vo milliget an hini a raio labour an AOTROU gant leziregezh, ha ra vo milliget an hini a zinac'ho ouzh e gleze ar gwad! 11 Moab a oa sioul abaoe e yaouankiz, diskuizhañ a rae war e lec'hidenn, ne oa ket bet taolet eus ul lestr d'egile, n'eo ket aet d'an harlu, evel-se e vlaz a zo chomet gantañ hag e c'hwezh n'eo ket bet cheñchet. 12 Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kasin dezhañ tud a dreuzlestro anezhañ, a c'houllondero e listri, a lakaio e seier-lêr a-dammoù. 13 Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma'z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziañs. 14 Penaos e lavarit: Ni a zo tud galloudek ha kadarn em emgann? 15 Moab a zo drailhet, e gêrioù a bign e moged, an dibab eus e dud yaouank a ziskenn d'al lazhadeg, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù. 16 Diskar Moab a zo tost, hag e walleur a ya buan war-raok. 17 Ha c'hwi holl a anavez e anv, lavarit: Penaos eo bet torret ar walenn nerzhus-se, ar vazh veurdezus-se? 18 Diskenn eus da c'hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc'h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greñvlec'hioù. 19 En em zalc'h war an hent ha sell, annezadez Aroer! Goulenn ouzh an tec'had hag ouzh an hini a ya kuit, lavar: Petra a zo c'hoarvezet? 20 Moab a zo mezhek, rak brevet eo bet. Huanadit ha yudit! Embannit war an Arnon ez eo drailhet Moab, 21 hag ez eo deuet ar varn war vro ar blaenenn, war Holon, war Jahaz, war Vefaad, 22 war Zibon, war Nebo, war Vet-Diblataim, 23 war Girjataim, war Vet-Gamul, war Vet-Meon, 24 war Geriod, war Vozra, war holl gêrioù bro Voab, pell pe tost. 25 Korn Moab a zo troc'het, hag e vrec'h a zo torret, eme an AOTROU. 26 Mezvit eñ, rak eo savet a-enep an AOTROU. Ra en em ruilho Moab en e c'hwedadenn, ha ra vo eñ ivez ur c'hoapadenn. 27 Ha ne oa ket bet Israel ur c'hoapadenn evidout? Daoust hag e oa e-touez al laeron, ma hejez da benn adalek ma komzez dioutañ? 28 Tud Moab, dilezit ar c'hêrioù ha chomit er reier, bezit evel ar goulm, a ra he neizh ouzh digor ur vougev. 29 Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-tre eo, e rogentez, e lorc'h, e ourgouilh, e galon c'hwezet. 30 Anavezout a ran, eme an AOTROU, e fouge; aner eo e vrabañserezh, aner eo o oberennoù. 31 Setu perak e hirvoudin war Voab, garmiñ a rin diwar-ben Moab a-bezh. War dud Kir-Heres e huanador. 32 Gwinienn Sibma, warnout e ouelin muioc'h eget war Jaezer, da vrankoù a yae dreist ar mor, hag e tapent mor Jaezer. An distrujer a zo kouezhet war da frouezh-hañv ha war da vendem. 33 Ar joa hag al levenez a zo aet kuit eus ar parkeier frouezhus hag eus bro Voab, hag em eus hesket ar gwin er gwaskerelloù. Ne vo ken jaodret gant youc'hoù, met kriadennoù a vrezel a vo, ha nann kriadennoù a levenez. 34 En abeg da c'harmoù Hesbon e reont klevout o mouezh betek Eleale ha betek Jahaz, adalek Zoar betek Horonajim ha betek Eglad-Shelishija, rak doureier Nimrim a vo ivez glac'haret. 35 Me a raio, eme an AOTROU, na vo den ebet ken e Moab o pignat war an uhellec'hioù evit kinnig ezañs d'e zoueoù. 36 Setu perak va c'halon a huanado war Voab evel fleütoù, va c'halon a huanado evel fleütoù war dud Kir-Heres, dre ma'z eo kollet an teñzorioù o deus dastumet. 37 Rak pep penn a vo moal, pep barv a vo troc'het, war bep dorn e vo flañchoù, ha war an divgroazell e vo seier. 38 War holl doennoù Moab ha war e leurioù, pep tra a vo kañvoù, rak brevet em bo Moab evel ul lestr a zisplij, eme an AOTROU. 39 Huanadit: Penaos eo bet torret? Penaos e tro kein Moab en e vezh? Moab a vo ur c'hoapadenn hag ur spont evit an holl re a vo en-dro dezhañ. 40 Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu emañ o nijal evel un erer, hag ec'h astenno e eskell war Voab. 41 Keriod a zo kemeret, e greñvlec'hioù a zo tapet, kalon brezelerien Moab a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù. 42 Moab a vo distrujet, ne vo ken ur bobl, rak en em savet eo a-enep an AOTROU. 43 Warnout e vo ar spont, ar poull hag ar roued, o Moabad, eme an AOTROU. 44 An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU. 45 Dindan skeud Hesbon ec'h ehan an dec'hidi dre ziouer a nerzh, un tan a zeuio eus Hesbon, hag ur flamm eus kreiz Sihon, a lonko ur c'hostez eus Moab, ha lein penn mibien an tousmac'h. 46 Gwalleur dit Moab! Kollet eo pobl Gemosh! Rak da vibien a zo kaset en harlu, ha da verc'hed en harlu. 47 Koulskoude, en deizioù diwezhañ, ec'h adsavin harluidi Moab. Betek amañ ez a barnedigezh Moab. |