Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 47

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Jeremiaz a-enep ar Filistined, a-raok ma skoas Faraon war C'haza.

2 Evel-henn e komz an AOTROU: Setu doureier a bign eus an hanternoz; dont a reont da vezañ ur froud o tic'hlannañ, hag e tic'hlannint war ar vro ha war ar pezh a zo enni, ar c'hêrioù hag ar re o chom enno. An dud a laosko kriadennoù, hag holl bobl ar vro a yudo.

3 En abeg da drouz tregernus karnioù e virc'hed galloudek, en abeg da storlok e girri, en abeg da dourni e rodoù, an tadoù ne droint ket etrezek o mibien, ken laosk ma teuio o daouarn.

4 An deiz a zeu evit distrujañ an holl Filistined, evit lemel eus Tir hag eus Sidon kement hini a vano d'o skoazellañ, rak an AOTROU a ya da zistrujañ ar Filistined, nemorant enez Kaftor.

5 Gaza a zo deuet da vezañ moal, Askalon a dav gant nemorant o zraonienn. Betek pegeit en em ri flañchoù?

6 A! Kleze an AOTROU! Betek pegeit ne baouezi ket? Distro da'z kouin, sioula ha chom peoc'h!

7 Met penaos e paouezfe? An AOTROU en deus roet dezhañ ur gourc'hemenn: merket eo a-enep Askalon hag a-enep aod ar mor.

Lean sinn:



Sanasan