Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 46

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Jeremiaz a-enep ar broadoù.

2 Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn arme Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:

3 Kempennit ar skoed bihan hag ar skoed bras, ha tostait d'an emgann.

4 Stagit ar c'hezeg, ha c'hwi marc'hegerien pignit! En em ziskouezit gant ho tokarnoù, naetait ho koafioù, gwiskit ho hobregonoù!

5 Petra 'welan? Spontet int, treiñ a reont o c'hein, o zud kreñv a zo lakaet a-dammoù, hag e tec'hont hep distreiñ. Ar spont a zo a bep tu, eme an AOTROU.

6 Ra ne dec'ho ket ar skañvañ, ra ne redo ket ar c'hreñvañ! En hanternoz, war ribl stêr Eufratez, e strebotont hag e kouezhont!

7 Piv eo an hini a sav evel an Nil, a zo hejet he doureier evel stêrioù?

8 An Ejipt eo, sevel a ra evel an Nil, he doureier a hej evel stêrioù, hag e lavar: Sevel a rin, an douar a c'holoin, hag e tistrujin kêrioù hag ar re a zo o chom enno.

9 Savit, kezeg! Lammit, kirri! Ra en em ziskouezo ar re galonek, tud Kush ha Pud a embreg ar skoed, tud Lud a embreg hag a stegn ar wareg.

10 An deiz-mañ a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.

11 Pign da C'halaad da gemer balzamoù, gwerc'hez merc'h an Ejipt! En aner e liesaez al louzeier, ne vi ket pareet.

12 Ar broadoù o deus anavezet da vezh, ha da griadenn a leugn an douar, rak da re greñv o deus strebotet an eil war egile, hag o-daou int kouezhet a-gevret.

13 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU d'ar profed Jeremiaz, pa zeuas Nebukadnezar roue Babilon da skeiñ gant bro Ejipt, er gerioù-se:

14 Disklêriit en Ejipt, embannit e Migdol, e Nof, e Tapanez, lavarit: Sav ha bez prest! Rak ar c'hleze a lonk en-dro dit.

15 Perak eo bet sammet da dud kadarn? N'o deus ket gallet derc'hel, rak an AOTROU en deus o diskaret.

16 Lakaet en deus un niver bras da strebotiñ, kouezhet eo an eil war egile, hag o deus lavaret: Deomp, distroomp etrezek hor pobl, d'hor bro c'henidik, pell eus ar c'hleze distrujus.

17 Kriet o deus: Faraon roue an Ejipt n'eo nemet trouz! Lezet en deus da dremen an tu.

18 Bev on, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù, evel an Tabor etre ar menezioù, hag evel ar C'harmel er mor, dont a raio.

19 Gra da bak evit an harlu, annezadez, merc'h an Ejipt, rak Nof a zeuio da vezañ ur gouelec'h, distrujet e vo, ne vo den o chom enni.

20 An Ejipt a zo un annoar gwall-gaer, met an distruj a zeu, dont a ra eus an hanternoz.

21 He gopridi ivez a zo en he c'hreiz evel leueoù lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec'hout a reont a-gevret, ne zalc'hont ket, rak deiz o glac'har a zo deuet warno, amzer o c'hastiz.

22 Klevet e vo he mouezh evel hini an naer, kerzhout a raint gant un arme kreñv, hag e teuint a-enep dezhi gant bouc'hili evel koadourien.

23 Troc'hañ a raint he c'hoadeg, eme an AOTROU, dre ma'z eo diergerzhadus, rak ez int niverusoc'h eget kilheien-raden, ne c'hellont ket bezañ kontet.

24 Merc'h an Ejipt a vo mezhek, lakaet e vo etre daouarn pobl an hanternoz.

25 Lavaret en deus AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ pobl No, Faraon, an Ejipt, he doueoù, he rouaned, Faraon hag ar re a fizi ennañ.

26 Hag e lakain anezho etre daouarn ar re a glask o buhez, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon hag etre daouarn e servijerien, met goude-se, e vo annezet evel en deizioù gwechall, eme an AOTROU.

27 Ha te, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, na spont ket, Israel! Rak setu, me a zieubo ac'hanout eus un douar pell, ha da lignez eus bro o harlu. Jakob a zistroio hag a vo en diskuizh hag en e aes.

28 Te eta, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoù am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, koulskoude ne zalc'hin ket ac’hanout evit didamall.

Lean sinn:



Sanasan