Jeremiaz 44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 44 1 Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz diwar-benn an holl Yuzevien a oa o chom e Migdol, en Tapanez, e Nof hag e bro Batroz, er gerioù-se: 2 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwelet hoc'h eus an holl zroug am eus graet dont war Jeruzalem ha war holl gêrioù Juda. Ha setu emaint hiziv ur gouelec'h, n'eus den o chom enno, 3 en abeg d'an droug o deus graet evit va c'hounnariñ, o vont da ginnig ezañs ha da servijañ doueoù all, n'o deus ket anavezet, nag int, na c'hwi, nag ho tadoù. 4 Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan! 5 Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn evit distreiñ diwar o drougiezh ha tremen hep kinnig ezañs da zoueoù all. 6 Neuze va c'hounnar ha va fulor a zo bet skuilhet, hag o deus entanet kêrioù Juda ha straedoù Jeruzalem, a zo deuet da vezañ ur gouelec'h hag ur glac'har, evel ma vez gwelet hiziv. 7 Ha bremañ evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Perak e rit an droug bras-se deoc'h hoc'h-unan, en ur lakaat da lemel ac'hanoc'h a-douez Juda, paotred, maouezed, bugale, poupiged, en doare ma ne vo nemorant ebet ac'hanoc'h? 8 Perak e kounnarit ac'hanon dre oberoù ho taouarn, o kinnig ezañs da zoueoù all en Ejipt, e-lec'h ma oc'h deuet da chom ennañ, en doare da vezañ lamet ha da zont da vezañ ur vallozh hag un dismegañs e-touez holl vroadoù an douar? 9 Hag ankounac'haet hoc'h eus torfedoù ho tadoù, torfedoù rouaned Juda, torfedoù o gwragez, ho torfedoù deoc'h hoc'h-unan, ha torfedoù ho kwragez, graet e bro Juda hag e straedoù Jeruzalem? 10 N'int ket en em izelaet betek hiziv, n'o deus ket bet doujañs, n'o deus ket kerzhet em lezenn nag em reolennoù, am boa roet deoc'h ha d'ho tadoù. 11 Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e troan va dremm a-enep deoc'h evit an droug hag evit lemel holl Juda. 12 Kemer a rin nemorant Juda, ar re o deus troet o dremm evit mont da vro Ejipt hag evit chom eno, hag e vint kaset da get, hag e kouezhint e bro Ejipt dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, e varvint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag e vint ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs. 13 Hag e kastizin ar re a zo o chom e bro Ejipt, evel ma em eus kastizet Jeruzalem, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, 14 ha den ne vano ha den ne dec'ho eus nemorant Juda deuet evit chom e bro Ejipt, hag evit distreiñ da vro Juda, e-lec'h e fell d'o ene distreiñ da chom. Ne zistroint ket, nemet un nebeud tec'hidi. 15 Met an holl baotred a ouie e kinnige o gwragez ezañs da zoueoù all, an holl wragez a oa eno e niver bras, an holl bobl a oa o chom e bro Ejipt, e Patroz, a respontas da Jeremiaz, o lavarout: 16 Diwar-benn ar gomz ac'h eus lavaret deomp en anv an AOTROU, ne selaouimp ket. 17 Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur. 18 Met abaoe ma hon eus paouezet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober evadkinnigoù dezhi, hon eus manket a bep tra hag omp bet lonket dre ar c'hleze ha dre an naonegezh. 19 Pa ginnigemp ezañs da rouanez an neñvoù ha raemp evadkinnigoù dezhi, hag-eñ e oa hep ma ouie hor gwazed e raemp dezhi gwestell ma veze skeudennet warno, pe e raemp evadkinnigoù dezhi? 20 Jeremiaz a lavaras neuze d'an holl bobl, d'ar baotred, d'ar maouezed, ha d'an holl re o doa respontet dezhañ: 21 An ezañs a ginnigec’h e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, c'hwi, ho tadoù, ho rouaned, ho pennoù ha pobl ar vro, hag-eñ n'en deus ket bet soñj anezhañ an AOTROU? Ha n'eo ket aet betek e galon? 22 An AOTROU n'en deus ket fellet dezhañ e c'houzañv pelloc'h, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, en abeg d'an traoù euzhus hoc'h eus graet, en doare ma'z eo troet ho pro en ur gouelec'h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennañ, evel ma vez gwelet hiziv. 23 Dre ma hoc'h eus kinniget ezañs, ha ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU, dre ma n'hoc'h eus ket selaouet mouezh an AOTROU, ha ma n'hoc'h eus ket kerzhet en e lezenn nag en e reolennoù nag en e destenioù, en abeg da-se, an droug-mañ a zo c'hoarvezet ganeoc'h, evel ma vez gwelet hiziv. 24 Goude, Jeremiaz a lavaras d'an holl bobl ha d'an holl vaouezed: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl re Juda a zo e bro Ejipt: 25 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: C'hwi hag ho kwragez hoc'h eus komzet gant ho kenoù hag hoc'h eus graet gant ho taouarn, hag e lavarit: A-dra-sur e sevenimp ar gouestloù hon eus graet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober dezhi evadkinnigoù. Sevenet mat hoc'h eus ho kouestloù, graet hoc'h eus ho kouestloù a boent da boent, 26 setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev! 27 Setu ec'h eveshaan outo evit an droug ha nann evit ar mad. Hag holl dud Juda a zo e bro Ejipt a vo kaset da get dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, betek na vo ken hini anezho. 28 Ar re o devo tec'het eus ar c'hleze a zistroio eus bro Ejipt da vro Juda en niver bihan-meurbet, hag holl nemorant Juda, an holl re a zo deuet da vro Ejipt evit chom enni, a anavezo peseurt komz a vo sevenet, va hini pe o hini. 29 Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur. 30 Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat Faraon Hofra roue an Ejipt etre daouarn e enebourien, etre daouarn ar re a glask e vuhez, evel ma em eus lakaet Sedesia roue Juda etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, e enebour a glaske e vuhez. |