Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 43

1 P'en doe echu Jeremiaz da lavarout d'an holl bobl holl gomzoù an AOTROU o Doue, en deus roet dezhañ, evit ma lavarfe dezho an holl gomzoù-se,

2 Azaria mab Hoshea ha Johanan mab Kareak, hag an holl dud lorc'hus, a lavaras da Jeremiaz: Lavarout a rez gevier, an AOTROU hon Doue n'en deus ket kaset ac'hanout evit lavarout: N'it ket d'an Ejipt da chom eno.

3 Met Baruk mab Nerija eo hag a vount ac'hanout a-enep deomp, evit hon droukreiñ etre daouarn ar Galdeiz, da vezañ lakaet d'ar marv pe harluet da Vabilon.

4 Evel-se Johanan mab Kareak, holl bennoù ar strolladoù, hag an holl bobl ne selaoujont ket mouezh an AOTROU, da chom e bro Juda.

5 Ha Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a gemeras holl nemorant Juda a oa distroet eus an holl vroadoù ma oant bet stlabezet en o zouez evit chom e bro Juda,

6 ar baotred, ar maouezed, ar vugale, merc'hed ar roue, an holl dud en doa lezet Nebuzaradan penn ar warded gant Gedalia mab Ahikam mab Shafan, kenkoulz hag ar profed Jeremiaz ha Baruk mab Nerija,

7 hag ez ejont da vro Ejipt, rak ne sentjont ket ouzh mouezh an AOTROU. Hag e teujont betek Tapanez.

8 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz en Tapanez, er gerioù-se:

9 Kemer mein bras ez taouarn ha kuzh anezho e-barzh ar pri, en deolerezh a zo ouzh dor ti Faraon en Tapanez, dirak daoulagad ar Yuzevien.

10 Lavar dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e kasan da gerc'hat Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag e lakain e dron war ar vein-mañ am eus kuzhet, hag ec'h astenno e ballenn warno.

11 Dont a raio hag e skoio war vro Ejipt, d'ar marv ar re a zo evit ar marv, d'an harlu ar re a zo evit an harlu, d'ar c'hleze ar re a zo evit ar c'hleze.

12 Hag ec'h enaouin an tan e tiez doueoù an Ejipt. Eñ a zevo anezho hag a harluo anezho; en em wiskañ a raio gant bro Ejipt evel ar mesaer a wisk e zilhad, hag ez aio kuit e peoc'h.

13 Terriñ a raio ivez skeudennoù ti an heol e bro Ejipt, hag e tevo dre an tan tiez doueoù an Ejipt.

Lean sinn:



Sanasan