Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 42

1 Neuze holl bennoù ar strolladoù, Johanan mab Kareak, Jezania mab Hoshea, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, a dostaas,

2 hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.

3 Ra lavaro an AOTROU da Zoue deomp an hent hon eus da heuliañ hag ar pezh hon eus d'ober.

4 Ar profed Jeremiaz a lavaras dezho: Klevet em eus, setu ez an da bediñ an AOTROU ho Toue hervez ar pezh hoc'h eus lavaret, ha kement a responto an AOTROU deoc'h a zisklêriin deoc'h, ne guzhin ket ur ger ouzhoc'h.

5 Hag e lavarjont da Jeremiaz: Ra vo an AOTROU evidomp un test gwirion ha feal, ma ne reomp ket hervez an holl c'herioù en devo roet dit an AOTROU da Zoue, evit m'o lavari deomp.

6 Mat pe fall, e sentimp ouzh mouezh an AOTROU hon Doue, ma kasomp ac'hanout etrezek ennañ, evit ma'z aio mat an traoù ganeomp pa hor bo sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.

7 Hag ec'h erruas a-benn dek devezh, ma voe disklêriet komz an AOTROU da Jeremiaz.

8 Hag e c'halvas Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ.

9 Hag e lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, ma hoc'h eus va c'haset etrezek ennañ evit kinnig ho pedennoù dirazañ:

10 Mar kendalc'hit da chom er vro-mañ, ho savin ha n'ho tistrujin ket, ho plantin ha n'ho tennin ket, rak keuz am eus d'an droug am eus graet deoc'h.

11 N'ho pet ket aon rak roue Babilon, ma hoc'h eus aon dirazañ, n'ho pet ket aon razañ, eme an AOTROU, rak me a zo ganeoc'h evit ho saveteiñ hag ho tieubiñ eus e zorn,

12 ha zoken e rin deoc'h kavout trugarez, kement m'en devo truez ouzhoc'h ha ma lezo ac'hanoc'h da zistreiñ d'ho pro.

13 Met mar lavarit: Ne chomimp ket er vro-mañ, en doare ma ne sentot ket ouzh mouezh an AOTROU ho Toue,

14 o lavarout: Nann, met ez aimp d'an Ejipt, e-lec'h na welimp ket a vrezel, e-lec'h na glevimp ket son ar shofar, e-lec'h na vo ket diouer a vara, hag e vimp o chom eno,

15 neuze, selaouit bremañ komz an AOTROU, nemorant Juda! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Mar troit ho tremmoù evit mont d'an Ejipt, mard it da chom eno,

16 ar c'hleze, ma hoc'h eus aon razañ, a dapo ac'hanoc'h eno e bro Ejipt, an naonegezh, ma'z oc'h nec'het ganti, a stago ouzhoc'h eno e bro Ejipt, hag e varvot eno.

17 An holl dud o devo troet o dremm evit mont d'an Ejipt hag evit chom eno a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, ha den ne vano ha den ne dec'ho dirak an droug a lakain da zont warno.

18 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel va c'hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc'h pa viot aet d'an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, ha ne welot ken al lec'h-mañ.

19 An AOTROU en deus lavaret deoc'h, nemorant eus Juda: N'it ket d'an Ejipt! Gouezit a-dra-sur e tifennan-se ouzhoc'h hiziv.

20 Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.

21 Henn disklêriet em eus deoc'h hiziv, met ne selaouit ket mouezh an AOTROU ho Toue, nag hini ebet eus an holl c'herioù en deus roet din, evit m'o lavarfen deoc'h.

22 Bremañ eta gouezit a-dra-sur e varvot dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, e-lec'h ma plij deoc'h mont da chom ennañ.

Lean sinn:



Sanasan