Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 41

1 D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, unan eus re vras ar roue, ha dek den gantañ, a zeuas da gavout Gedalia mab Ahikam e Mizpa. Hag e tebrjont eno a-gevret, e Mizpa.

2 Hag Ismael mab Netania a savas, kenkoulz hag an dek den a oa gantañ, hag e skojont gant ar c'hleze war C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e lazhjont an hini en doa roue Babilon lakaet da c'houarnour war ar vro.

3 Ismael a lazhas an holl Yuzevien a oa gant Gedalia e Mizpa, hag ar Galdeiz en em gave eno, an dud a vrezel.

4 Hag an deiz war-lerc'h ma'z eo bet lakaet Gedalia d'ar marv, a-raok ma ouie den,

5 e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.

6 Ismael mab Netania a zeuas eus Mizpa a-ziarbenn dezho. Kerzhout a rae en ur ouelañ, ha pa en em gavas ganto, e lavaras dezho: Deuit da gavout Gedalia mab Ahikam.

7 Kerkent ha ma voent erruet e kreiz kêr, Ismael mab Netania gant an dud a oa gantañ a lazhas anezho, hag e taoljont anezho en ur puñs.

8 Met en em gavout a reas en o zouez dek den a lavaras da Ismael: N'hol laka ket d'ar marv, rak hon eus er parkeier boued kuzhet, gwinizh, heiz, eoul ha mel. Hag e paouezas ha n'o lakaas ket d'ar marv gant o breudeur.

9 Ar puñs ma taolas ennañ Ismael korfoù marv an dud en doa lazhet da-geñver Gedalia, eo an hini en doa graet ar roue Asa p'en doe aon dirak Baesha roue Israel. Hag Ismael mab Netania a leunias ar puñs-se a dud lazhet.

10 Ismael a gasas gantañ evel prizonidi an holl nemorant eus ar bobl a oa e Mizpa, merc'hed ar roue hag an holl re a oa manet e Mizpa, hag en doa Nebuzaradan penn ar warded fiziet e Gedalia mab Ahikam. Ismael mab Netania o c'hasas gantañ evel prizonidi, hag ez eas kuit evit tremen etrezek mibien Ammon.

11 Met Johanan mab Kareak, hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, a glevas an holl zroug en doa graet Ismael mab Netania,

12 hag e kemerjont o holl dud, hag ez ejont d'ober brezel da Ismael mab Netania. Kavout a rejont anezhañ e-kichen doureier bras Gabaon.

13 An holl bobl a oa gant Ismael o doe levenez pa weljont Johanan mab Kareak ha pennoù ar strolladoù a oa gantañ,

14 hag an holl bobl a gase Ismael gantañ evel prizonidi eus Mizpa a zistroas war o c'hiz, hag ez ejont war-zu Johanan mab Kareak.

15 Ismael mab Netania a dec'has gant eizh den a-zirak Johanan, hag a yeas etrezek mibien Ammon.

16 Johanan mab Kareak ha pennoù ar strolladoù a oa gantañ a gemeras an nemorant eus ar bobl o doa lamet digant daouarn Ismael mab Netania, an dud tapet gantañ e Mizpa goude bezañ lazhet Gedalia mab Ahikam, an dud a vrezel, ar maouezed, ar vugale hag ar spazhidi; hag int a zegasas anezho en-dro eus Gabaon.

17 Hag ez ejont hag e chomjont en ostaleri Kimhan e-kichen Betlehem, evit en em dennañ en Ejipt,

18 en abeg d'ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c'houarnour war ar vro gant roue Babilon.

Lean sinn:



Sanasan