Jeremiaz 40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 40 1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude m'en doe Nebuzaradan penn ar warded e gaset en-dro eus Rama. Pa gasas d'e gerc'hat, e oa ereet gant chadennoù e-touez harluidi Jeruzalem ha Juda dindan mont da Vabilon. 2 Penn ar warded a gemeras eta Jeremiaz hag a lavaras dezhañ: An AOTROU da Zoue en doa disklêriet an droug-mañ a-enep al lec'h-mañ, 3 hag an AOTROU en deus lakaet da zont ha sevenet evel m'en doa lavaret, dre ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU ha n'hoc'h eus ket selaouet e vouezh; dre-se eo c'hoarvezet kement-mañ ganeoc'h. 4 Ha bremañ, setu e tieuban ac'hanout hiziv eus ar chadennoù a zo war da zaouarn. Mar fell dit mont ganin da Vabilon, deus, hag ec'h eveshain warnout, met ma ne fell ket dit mont ganin da Vabilon, ne ra ket. Sell, an holl vro a zo evidout, kae el lec'h ma kavo dit e vo mat ha dereat mont. 5 Hag evel na zistroe ket c'hoazh, e lavaras dezhañ: Distro da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, en deus roue Babilon lakaet war gêrioù Juda, ha chom gantañ e-touez ar bobl, pe d'al lec'h ma kavo dit e vo reizh mont. Ha penn ar warded a roas dezhañ boued ha profoù hag en lezas mont. 6 Jeremiaz a yeas da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e chomas gantañ e-touez ar bobl a oa manet er vro. 7 Holl bennoù an dud a vrezel a oa war ar maez, int hag o zud, a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour ar vro, hag en doa e lakaet war ar baotred, ar maouezed hag ar vugale, a-douez re baourañ ar vro, ar re ne oant ket bet harluet da Vabilon. 8 Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan ha Jonatan mibien Kareak, Seraja mab Tanumed, mibien Efai an Netofatad, Jezania mab ur Maakatian, int hag o zud. 9 Gedalia mab Ahikam mab Shafan a douas dezho ha d'o zud, o lavarout: N'ho pet ket aon da servijañ ar Galdeiz, chomit er vro ha servijit roue Babilon, hag ez aio mat an traoù ganeoc'h. 10 Hag evidon, setu ez an da chom e Mizpa evit servijañ ar Galdeiz a zeuio d'hor c'havout. Met c'hwi, dastumit gwin, frouezh hañv hag eoul, lakait anezho en ho listri, ha chomit er c'hêrioù hoc'h eus kemeret. 11 An holl Yuzevien ivez a oa e Moab, e-touez mibien Ammon, en Idumea, en holl vroioù-se, o vezañ klevet en doa roue Babilon lezet un nemorant e Juda, ha lakaet da c'houarnour warno Gedalia mab Ahikam mab Shafan, 12 an holl Yuzevien-se a zistroas eus an holl lec'hioù ma oant bet kaset, hag e teujont da vro Juda da gavout Gedalia e Mizpa. Hag e tastumjont gwin ha frouezh hañv a-leizh. 13 Johanan mab Kareak, hag holl bennoù an dud a vrezel a oa war ar maez, a zeuas da gavout Gedalia e Mizpa, 14 hag e lavarjont dezhañ: Hag ec'h anavezez en deus Baaliz roue mibien Ammon kaset Ismael mab Netania evit lemel da vuhez diganit? Met Gedalia mab Ahikam ne gredas ket anezho. 15 Johanan mab Kareak a gomzas ouzh Gedalia e kuzh e Mizpa, o lavarout: Va lez mont da skeiñ war Ismael mab Netania, hep na ouezo den. Perak e lamfe da vuhez diganit? Perak an holl Yuzevien a zo deuet da'z kavout a vefe stlabezet, hag ez afe da get an nemorant eus Juda? 16 Met Gedalia mab Ahikam a lavaras da Johanan mab Kareak: Na ra ket-se, rak ar pezh a lavarez diwar-benn Ismael a zo ur gaou. |