Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 39

1 D'an navet bloaz eus Sedesia roue Juda, d'an dekvet miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl arme a-enep Jeruzalem, hag e sezizjont anezhi.

2 D'an unnekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, d'ar pevare miz, d'an navet deiz eus ar miz, un toull-freuz a voe graet da gêr.

3 Holl bennoù roue Babilon a zeuas hag a azezas ouzh dor ar C'hreiz: Nergal-Sharezer, Samgar-Nebu, Sarsekim penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoù all roue Babilon.

4 Adalek m'o gwelas Sedesia roue Juda hag an holl dud a vrezel, e tec'hjont hag ez ejont er-maez eus kêr, da noz, dre hent liorzh ar roue, dre an nor etre an div voger. Mont a rejont etrezek ar blaenenn.

5 Met arme ar Galdeiz a redas war o lerc'h, hag e tizhjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. O vezañ e dapet, e tegasjont anezhañ da Nebukadnezar roue Babilon, da Ribla e bro Hamad, e-lec'h ma voe lavaret ar varnedigezh en e enep.

6 Roue Babilon a reas lazhañ e Ribla mibien Sedesia dirazañ. Roue Babilon a reas ivez lazhañ holl re vras Juda.

7 Hag e reas broudañ e zaoulagad da Sedesia, a voe ereet gant chadennoù a arem d'e gas da Vabilon.

8 Ar Galdeiz a zevas dre an tan ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem.

9 Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.

10 Met Nebuzaradan penn ar warded a lezas e bro Juda hiniennoù eus an dud paourañ, ar re n'o doa netra. Hag en deiz-se e roas dezho gwini ha parkeier.

11 Nebukadnezar roue Babilon en doa roet urzhioù da Nebuzaradan penn ar warded diwar-benn Jeremiaz, o lavarout:

12 Kemer eñ hag evesha warnañ, na ra droug ebet dezhañ, met gra dezhañ evel ma lavaro dit.

13 Nebuzaradan penn ar warded, gant Nebushazban penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoù all roue Babilon,

14 a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhañ da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.

15 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa oa dastumet e porzh an toull-bac'h, er gerioù-se:

16 Kae ha komz ouzh Ebed-Melek an Etiopiad, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ an traoù am eus disklêriet evit an drougeur ha nann evit ar mad, hag e vint sevenet dirazout en deiz-se.

17 Met en deiz-se e tieubin ac'hanout, eme an AOTROU, ha ne vi ket lakaet etre daouarn an dud ac'h eus aon razo.

18 A-dra-sur e tieubin ac'hanout, ne gouezhi ket dre ar c'hleze, met da vuhez az po evel preizh, rak ec'h eus fiziet ennon, eme an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan