Jeremiaz 38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 38 1 Shefatia mab Matan, Gedalia mab Pashur, Jukal mab Shelemia ha Pashur mab Malkija a glevas ar c'homzoù a zisklêrie Jeremiaz dirak an holl bobl, o lavarout: 2 Evel-henn e komz an AOTROU: An hini a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, an hini a yelo etrezek ar Galdeiz a vevo; e ene en devo evel preizh, hag e vevo. 3 Evel-henn e komz an AOTROU: A-dra-sur ar gêr-mañ a vo lakaet etre daouarn arme roue Babilon, a dapo anezhi. 4 Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ. 5 Ar roue Sedesia a lavaras: Setu emañ etre ho taouarn, rak ar roue ne c'hell netra a-enep deoc'h. 6 Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank. 7 Ebed-Melek, un Etiopad, spazhad e ti ar roue, a glevas o doa lakaet Jeremiaz er puñs. Ar roue a oa azezet ouzh dor Benjamin. 8 Ebed-Melek a yeas er-maez eus ti ar roue hag a gomzas ouzh ar roue o lavarout: 9 O aotrou roue! An dud-se o deus graet fall e kement tra o deus graet d'ar profed Jeremiaz, en ur deurel anezhañ er puñs. Mervel a raio gant an naon el lec'h-mañ, pa n'eus ken a vara e kêr. 10 Hag ar roue a roas an urzh-mañ da Ebed-Melek an Etiopad o lavarout: Kemer ganit ac’hann tregont den, ha tenn ar profed Jeremiaz er-maez eus ar puñs, a-raok ma varvo. 11 Ebed-Melek a gemeras an dud-se gantañ hag a yeas da di ar roue dindan an teñzor, e-lec'h ma kemeras pilhoù kozh ha truilhoù kozh, a ziskennas gant kerdin da Jeremiaz er puñs. 12 Ebed-Melek an Etiopad a lavaras da Jeremiaz: Laka ar pilhoù kozh hag an truilhoù-se dindan da zivgazel, dindan ar c'herdin. Ha Jeremiaz a reas evel-se. 13 Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c'herdin hag e lakajont anezhañ da bignat er-maez eus ar puñs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h. 14 Ar roue Sedesia a gasas da gerc'hat ar profed Jeremiaz hag a reas dezhañ dont dirazañ d'an deirvet dor eus ti an AOTROU. Ar roue a lavaras da Jeremiaz: Un dra am eus da c'houlenn ouzhit, na guzh ouzhin netra! 15 Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Mar en lavaran dit, ha n'eo ket gwir e ri din mervel? Ma roan un ali dit, ne selaoui ket. 16 Ar roue Sedesia a douas e kuzh da Jeremiaz, o lavarout: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet deomp an ene! Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv ha ne lakain ket ac'hanout etre daouarn an dud-se a glask da vuhez. 17 Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Mard ez a-youl etrezek pennoù roue Babilon, da ene a vevo hag ar gêr-mañ ne vo ket devet dre an tan. Hag e vevi, te ha da di. 18 Met ma ned ez ket etrezek pennoù roue Babilon, ar gêr-mañ a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz, a zevo anezhi dre an tan, ha ne dec'hi ket kuit eus o daouarn. 19 Ar roue Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Aon am eus rak ar Yuzevien a zo en em roet d'ar Galdeiz, aon am eus da vezañ lakaet etre o daouarn ha da vezañ gwallgaset. 20 Jeremiaz a lavaras: Ne vi ket lakaet etre o daouarn. Selaou mouezh an AOTROU er pezh a lavaran dit, hag ez aio mat an traoù ganit, hag e vevo da ene. 21 Met ma ne fell ket dit mont er-maez, setu ar pezh en deus diskouezet din an AOTROU: 22 An holl vaouezed a zo manet e ti roue Juda a vo kaset er-maez da bennoù roue Babilon, hag e lavarint ez out bet touellet ha trec'het dre da vignoned a beoc'h. Da dreid o deus sanket er fank, hag ez int aet kuit. 23 Kaset e vo eta er-maez d'ar Galdeiz da holl wragez ha da vibien, ha te ne dec'hi ket eus o daouarn, met kroget e vo ennout gant dorn roue Babilon, hag e vi kiriek ma vo devet ar gêr-mañ dre an tan. 24 Neuze Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Ra n'anavezo den tra ebet eus ar c'homzoù-mañ, ha ne varvi ket. 25 Mar deu ar pennoù da anavezout em eus komzet outo, ha ma teuont da'z kavout o lavarout: Disklêr deomp ar pezh ac'h eus lavaret d'ar roue hag ar pezh en deus ar roue lavaret dit, na guzh netra, ha ne lakaimp ket ac'hanout d'ar marv, 26 neuze e lavari dezho: Aspedet em eus ar roue na rafe ket din distreiñ da di Jonatan evit mervel eno. 27 An holl bennoù a zeuas da gavout Jeremiaz hag a reas goulennoù outañ. Hag e respontas dezho hervez ar c'homzoù urzhiet gant ar roue. Neuze e rojont peoc'h dezhañ, ne oa anavezet netra war gement-se. 28 Jeremiaz a chomas e porzh an toull-bac'h betek an deiz ma voe tapet Jeruzalem. |