Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 37

1 Ar roue Sedesia mab Jozia a renas war-lerc'h Konia mab Jojakim. Lakaet eo bet da roue war bro Juda gant Nebukadnezar roue Babilon.

2 Met ne sentas ket hemañ, nag e servijerien, na pobl ar vro, ouzh komzoù an AOTROU, en doa disklêriet dre ar profed Jeremiaz.

3 Koulskoude ar roue Sedesia a gasas Jukal mab Shelemia ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour da gavout Jeremiaz ar profed ha da lavarout dezhañ: Erbed evidomp e-kichen an AOTROU hon Doue.

4 Jeremiaz a yae hag a zeue e-touez ar bobl, ne oa ket bet c'hoazh lakaet en toull-bac'h.

5 Arme Faraon a oa deuet er-maez eus an Ejipt, hag ar Galdeiz, ar re a sezize Jeruzalem, o vezañ anavezet kement-se, en em dennas eus Jeruzalem.

6 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU d'ar profed Jeremiaz er gerioù-se:

7 Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Lavarout a reot evel-henn da roue Juda en deus ho kaset da'm goulenn kuzul: Setu arme Faraon a zo deuet d'ho sikour hag a zistroio d'e vro en Ejipt.

8 Ar Galdeiz a zeuio en-dro d'ober brezel d'ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan.

9 Evel-henn e komz an AOTROU: N'en em douellit ket hoc'h-unan o lavarout: Ar Galdeiz a yelo pell diouzhimp, rak ned aint ket.

10 Ha pa ho pefe trec'het zoken holl arme ar Galdeiz a stourm ouzhoc'h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gêr-mañ dre an tan.

11 Pa en em dennas arme ar Galdeiz eus Jeruzalem en abeg da arme Faraon,

12 Jeremiaz a yeas er-maez eus Jeruzalem evit mont da vro Venjamin, en ur ziflipañ ac'hane e-touez ar bobl.

13 Met pa voe ouzh dor Benjamin, en em gavas eno ur pennc'hedour anvet Jirija, mab Shelemia mab Hanania, a grogas er profed Jeremiaz o lavarout: Te a dremen d'ar Galdeiz!

14 Jeremiaz a lavaras: Gaou! Ned an ket d'ar Galdeiz! Met Jirija ne selaouas ket anezhañ hag a grogas e Jeremiaz d'e gas d'ar pennoù.

15 Ar pennoù a yeas droug enno ouzh Jeremiaz, hag e skojont warnañ, hag en lakajont en toull-bac'h e ti Jonatan ar skrib, rak graet o doa anezhañ un toull-bac'h.

16 Evel-se eo ez eas Jeremiaz e ti ar poull, d'ar c'helloù; ha Jeremiaz a chomas pell eno.

17 Met ar roue Sedesia a gasas d'e gerc'hat ac'hane. Ar roue a reas goulennoù outañ e kuzh en e di, hag a lavaras: Ha bez' ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezañ, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon.

18 Jeremiaz a lavaras d'ar roue Sedesia: E petra em eus pec'het a-enep dit, a-enep da servijerien hag a-enep ar bobl-mañ, evit va lakaat en toull-bac'h?

19 Pelec'h emañ ho profeded a brofede deoc'h o lavarout: Roue Babilon ne zeuio ket a-enep deoc'h, nag a-enep ar vro-mañ?

20 Ha bremañ mar plij, selaou, o aotrou roue! Ra vo va fedenn degemeret mat ganit! Na'm c'has ket en-dro da di Jonatan ar skrib, gant aon na varvfen eno.

21 Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.

Lean sinn:



Sanasan