Jeremiaz 36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 36 1 D'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se: 2 Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv. 3 Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed. 4 Jeremiaz a c'halvas eta Baruk mab Nerija. Ha Baruk a skrivas diouzh genoù Jeremiaz war ar roll levr, holl gomzoù an AOTROU en doa lavaret dezhañ. 5 Goude-se Jeremiaz a roas an urzh-mañ da Varuk o lavarout: Me a zo dalc'het, ne c'hellan ket mont da di an AOTROU. 6 Te eta a yelo hag a lenno er roll ec'h eus skrivet diouzh va genoù, komzoù an AOTROU ouzh divskouarn ar bobl, e-barzh ti an AOTROU da zeiz ar yun. O lenn a ri ouzh divskouarn holl re Juda a vo deuet eus o c'hêrioù. 7 Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklêriet a-enep ar bobl-mañ a zo bras. 8 Ha Baruk mab Nerija a reas kement en doa gourc'hemennet dezhañ ar profed Jeremiaz, hag e lennas el levr komzoù an AOTROU e ti an AOTROU. 9 D'ar pempvet bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, d'an navet miz, e voe embannet ur yun dirak an AOTROU, evit holl bobl Jeruzalem hag evit an holl bobl a zeue eus kêrioù Juda da Jeruzalem. 10 Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl. 11 Pa glevas Mika mab Gemaria mab Shafan, eus al levr-se, holl gomzoù an AOTROU, 12 e tiskennas da di ar roue, da gambr ar skrib, ha setu, an holl bennoù a oa azezet eno, Elishama ar skrib, Delaja mab Shemaja, Elnatan mab Akbor, Gemaria mab Shafan, Sedesia mab Hanania, hag an holl bennoù. 13 Ha Mika a lavaras dezho an holl gomzoù en doa klevet pa lenne Baruk el levr, ouzh divskouarn ar bobl. 14 Neuze an holl bennoù a gasas Jehudi mab Netania mab Shelemia mab Kushi da gavout Baruk, evit lavarout dezhañ: Kemer ez torn ar roll ac'h eus lennet ennañ ouzh divskouarn ar bobl, ha deus. Baruk mab Nerija a gemeras eta ar roll en e zorn hag a zeuas d'o c'havout. 15 Hag e lavarjont dezhañ: Azez aze, ha lenn ouzh hon divskouarn. Ha Baruk a lennas ouzh o divskouarn. 16 Kerkent ha ma klevjont ar c'homzoù-se, e voent spontet etrezo, hag e lavarjont da Varuk: A-dra-sur e lavarimp d'ar roue an holl gomzoù-se. 17 Hag e c'houlennjont ouzh Baruk: Lavar deomp penaos ec'h eus skrivet an holl gomzoù-se diouzh e c'henoù? 18 Baruk a respontas: Lavarout a rae din eus e c'henoù an holl gomzoù, hag e skriven anezho el levr gant liv. 19 Neuze ar pennoù a lavaras da Varuk: Kae hag en em guzh, te ha Jeremiaz, ha ra ne ouezo den pelec'h e viot. 20 Hag ez ejont da gavout ar roue er porzh, goude bezañ lakaet ar roll e kambr Elishama ar skrib. Hag e tisklêrjont ouzh divskouarn ar roue an holl gomzoù-se. 21 Hag ar roue a gasas Jehudi da gerc'hat ar roll. E gemer a reas e kambr Elishama ar skrib, hag en lennas ouzh divskouarn ar roue hag ouzh divskouarn an holl bennoù en em zalc'he e-kichen ar roue. 22 Ar roue a oa azezet e ti ar goañv, d'an navet miz e oa, hag un tan bras a oa enaouet en oaled dirazañ. 23 P'en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc'has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled. 24 Ar roue hag e holl servijerien ne voent ket spontet pa glevjont an holl gomzoù-se, ha ne rogjont ket o dilhad. 25 Koulskoude Elnatan, Delaja ha Gamaria a bedas ar roue na zevje ket ar roll, met eñ ne selaouas ket outo. 26 Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho. 27 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, goude m'en doa devet ar roue ar roll hag ar c'homzoù en doa Baruk skrivet diouzh genoù Jeremiaz: 28 Kemer ur roll all, ha skriv warnañ an holl gomzoù kentañ a oa er roll kentañ en deus devet Jojakim roue Juda. 29 Ha diwar-benn Jojakim roue Juda e lavari: Evel-henn e komz an AOTROU: Devet ec'h eus ar roll en ur lavarout: Perak ec'h eus skrivet ar gerioù-se: Roue Babilon a zeuio a-dra-sur, hag e tistrujo ar vro-mañ, hag e tiverko tud ha loened? 30 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim roue Juda: Hini ebet eus e re ne azezo war dron David, hag e gorf marv a vo taolet kuit da dommder an deiz ha da rev an noz. 31 Hag e kastizin anezhañ, e lignez hag e servijerien, en abeg d'o direizhder. Hag e lakain da zont warno ha war holl dud Jeruzalem ha war holl dud Juda, an holl zroug am eus lavaret a-enep dezho, ha n'o deus ket selaouet. 32 Jeremiaz a gemeras eta ur roll all, a roas da Varuk mab Nerija, ar skrib. Hemañ a skrivas diouzh genoù Jeremiaz holl gomzoù al levr en doa Jojakim roue Juda devet dre an tan. Ha kalz a gomzoù heñvel a voe c'hoazh lakaet ouzhpenn. |