Jeremiaz 35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 35 1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, en amzer Jojakim mab Jozia roue Juda: 2 Kae da di ar Rekabiz ha komz outo; o degas a ri da di an AOTROU, en unan eus ar c'hambroù, hag e kinnigi dezho gwin da evañ. 3 Kemeret em eus eta Jaazania mab Jeremiaz, mab Habazinia, hag e vreudeur, hag e holl vibien, hag holl di ar Rekabiz, 4 hag o degaset em eus da di an AOTROU, e kambr mibien Hanan, mab Jigdalia, den a Zoue, an hini a oa e-kichen kambr ar pennoù, a-us da gambr Maaseja mab Shallum, diwaller an treuzoù. 5 Lakaet em eus dirak mibien ti ar Rekabiz kiboù leun a win hag hanafoù, ha lavaret em eus dezho: Evit gwin! 6 Hag e lavarjont: Ne evimp ket a win, rak Jonadab mab Rekab, hon tad, en deus roet deomp un urzh o lavarout: Ne evot ket a win, na c'hwi nag ho mibien, biken, 7 ne savot ket a di, ne hadot ket a had, ne blantot ket a wini ha n'ho po ket, met e teltennoù e viot o chom holl zeizioù ho puhez, evit ma vevot war an douar ez oc'h diavaezidi warnañ. 8 Sentet hon eus ouzh mouezh Jonadab mab Rekab, hon tad, e kement tra en deus urzhiet deomp, e doare ma n'evomp ket a win e-pad hor buhez, na ni nag hor gwragez nag hor mibien nag hor merc'hed, 9 n'hon eus ket savet a di da chom ennañ, n'hon eus na gwini na park na had. 10 Met emaomp o chom e teltennoù, hag hon eus sentet ha graet kement en doa Jonadab hon tad urzhiet deomp. 11 Ha pa'z eo pignet Nebukadnezar roue Babilon a-enep ar vro-mañ, hon eus lavaret: Deuit, eomp da Jeruzalem pell diouzh arme ar Galdeiz hag arme Siria, hag ez omp chomet e Jeruzalem. 12 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se: 13 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kae ha lavar da dud Juda ha da dud Jeruzalem: Ha ne zegemerot ket ar gentel, evit sentiñ ouzh va c'homzoù? eme an AOTROU. 14 Miret eo bet komzoù Jonadab mab Rekab: gourc'hemennet en deus d'e vibien na evjent ket a win, ha n'o deus ket evet betek hiziv, rak sentet o deus ouzh gourc'hemenn o zad. Met me am eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket va selaouet. 15 Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou. 16 Ya, mibien Jonadab mab Rekab o deus miret ar gourc'hemenn en doa o zad roet dezho, en doa urzhiet deoc'h, met ar bobl-mañ n'he deus ket va selaouet! 17 En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war Juda ha war holl dud Jeruzalem an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezho, dre ma em eus komzet outo ha n'o deus ket selaouet, ma em eus galvet anezho ha n'o deus ket respontet. 18 Ha Jeremiaz a lavaras da di ar Rekabiz: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Peogwir hoc'h eus sentet ouzh gourc'hemenn Jonadab ho tad hag hoc'h eus miret e holl c'hourc'hemennoù ha graet kement en deus urzhiet deoc'h, 19 en abeg da-se, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Jonadab mab Rekab ne vanko biken eus un den d'en em zerc'hel dirazon. |