Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 34

1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl arme, gant holl rouantelezhioù an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloù, oc'h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec'h holl gêrioù:

2 Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Kae ha komz ouzh Sedesia roue Juda, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.

3 Ha ne dec'hi ket eus e zorn, met a-dra-sur e vi tapet, hag e vi lakaet etre e zaouarn, ha da zaoulagad a welo daoulagad roue Babilon, hag e komzo ouzhit genoù ouzh genoù, ha mont a ri da Vabilon.

4 Koulskoude, selaou komz an AOTROU, Sedesia roue Juda! Evel-henn e komz an AOTROU diwarnout: Ne varvi ket dre ar c'hleze.

5 Mervel a ri e peoc'h, hag evel ma voe devet louzoù-frondus evit da dadoù, ar rouaned a zo bet a-raok dit, evel-se e vo devet ivez evidout, ha gouelet e vo dit o lavarout: Siwazh Aotrou! Rak disklêriet em eus ar gomz-se, eme an AOTROU.

6 Ar profed Jeremiaz a lavaras an holl gomzoù-mañ da Sedesia roue Juda e Jeruzalem.

7 Arme roue Babilon a vrezele a-enep Jeruzalem hag a-enep holl gêrioù Juda a vane, a-enep Lakish hag a-enep Azeka; ar re-se a oa kêrioù-kreñv hag a vane a-douez kêrioù Juda.

8 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,

9 evit ma kasje kuit frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, Hebread pe Hebreadez, ha ma ne lakaje den da sklav e vreur Yuzev.

10 An holl bennoù hag an holl bobl aet en emglev-se a zivizas kas frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, evit na lakaje den da sklav anezho ken. Sentiñ a rejont, hag e kasjont anezho kuit.

11 Met goude e trojont meno, hag e rejont distreiñ o servijerien hag o mitizhien o doa kaset kuit frank, hag o lakajont da vezañ servijerien ha mitizhien.

12 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

13 Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Graet em eus un emglev gant ho tadoù en deiz ma tennis anezho eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, en ur lavarout dezho:

14 A-benn seizh vloaz e kasot kuit pep hini ac'hanoc'h e vreur hebreat a zo bet gwerzhet dezhañ. Servijañ a raio c'hwec'h vloaz hag e kasi anezhañ frank eus da di. Met ho tadoù n'o deus ket va selaouet, n'o deus ket roet o skouarn.

15 Ha c'hwi, graet hoc'h eus un distro war gement-se en ur ober ar pezh a zo reizh ouzh va daoulagad, embannet en deus pep hini ar frankiz evit e nesañ, ha graet hoc'h eus un emglev dirazon, en ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ.

16 Met troet hoc'h eus meno ha saotret hoc'h eus va anv, oc'h ober distreiñ pep hini e servijer ha pep hini e vatezh ho poa kaset kuit frank, ha lakaet hoc'h eus anezho da vezañ servijerien ha mitizhien.

17 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: N'hoc'h eus ket sentet ouzhin oc'h embann ar frankiz, pep hini evit e vreur, pep hini evit e nesañ. Setu ec'h embannan en hoc'h enep, eme an AOTROU, frankiz ar c'hleze, ar vosenn hag an naonegezh. Hag ho lakain da vezañ un euzh dre holl rouantelezhioù an douar.

18 Hag e roin an dud o deus torret va emglev ha n'o deus ket sevenet komzoù an emglev o doa lavaret dirazon, p'o deus tremenet etre an daou hanter eus al leue o doa troc'het,

19 pennoù Juda ha pennoù Jeruzalem, ar spazhidi, an aberzhourien, hag holl dud ar vro o deus tremenet etre an daou hanter leue;

20 o lakaat a rin etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.

21 Lakaat a rin ivez Sedesia roue Juda, gant e bennoù, etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag etre daouarn arme roue Babilon en deus pellaet diouzhoc'h.

22 Setu ez an da reiñ un urzh, eme an AOTROU, hag e tegasin anezho en-dro a-enep ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan. Hag e lakain kêrioù Juda da vezañ ur gouelec'h, hep den ebet.

Lean sinn:



Sanasan