Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 33

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet un eil gwech da Jeremiaz, pa oa c'hoazh dastumet e porzh an toull-bac’h, er gerioù-se:

2 Evel-henn e komz an AOTROU a grou, an AOTROU hag en deus aozet evit kas da benn, a zo e anv an AOTROU:

3 Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n'anavezez ket.

4 Rak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn tiez ar gêr-mañ ha tiez rouaned Juda a vo diskaret dre an tosennoù ha dre ar c'hleze:

5 Deuet int war-raok evit stourm ouzh ar Galdeiz, hag ez eo an tiez leun a gorfoù marv tud am eus skoet ganto em c'hounnar hag em fulor, hag en abeg d'o holl zrougiezh e kuzhan va dremm ouzh ar gêr-mañ.

6 Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez.

7 Hag e tegasin en-dro re zalc'het Juda ha re zalc'het Israel, hag e tiazezin anezho evel diagent.

8 Hag e c'hlanain anezho eus pep ober direizh o deus graet a-enep din, hag e pardonin o holl oberoù direizh o deus graet, o vezañ en em savet a-enep din drezo.

9 Hag ar gêr-mañ a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c'hloar, dirak holl vroadoù an douar, a anavezo an holl vadoberoù a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoù hag an holl verzh a roin dezho.

10 Evel-henn e komz an AOTROU: El-lec'h-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, a zo glac'haret, hep den, hep annezad, hep loen, e vo klevet c'hoazh

11 mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.

12 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: El lec'h-mañ, ur gouelec'h hep den na loen, hag en e holl gêrioù, e vo lochennoù evit ar vêsaerien, a lakaio o zropelloù da ziskuizhañ enno.

13 E kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn, e kêrioù ar c'hreisteiz, e bro Venjamin, war-dro Jeruzalem, hag e kêrioù Juda, an tropelloù a dremeno c'hoazh dre zaouarn an hini a niver anezho, eme an AOTROU.

14 Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma sevenin an traoù mat am eus disklêriet war di Israel ha war di Juda.

15 En deizioù-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.

16 En deizioù-se e vo salvet Juda, ha Jeruzalem a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.

17 Rak evel-henn e komz an AOTROU: David ne vanko biken eus un den da vezañ azezet war dron ti Israel,

18 an aberzhourien Levited ne vankint biken dirazon eus un den da ginnig loskaberzhoù, da lakaat da vogediñ donezonoù, d'ober aberzhoù bemdez.

19 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:

20 Evel-henn e komz an AOTROU: Ma c'hellit terriñ va emglev gant an deiz ha va emglev gant an noz, en doare ma ne vo ken deizioù na nozioù en o amzer,

21 neuze e vo torret va emglev gant David va servijer, en doare ma n'en devo ken a vab da ren war e dron, ha va emglev gant an aberzhourien Levited a servij ac'hanon.

22 Evel na c'heller ket niveriñ arme an neñvoù, na muzuliañ traezh ar mor, evel-se e kreskin lignez David va servijer hag al Levited a servij ac'hanon.

23 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:

24 Ha ne'c'h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mañ, o lavarout: An daou diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d'o daoulagad.

25 Evel-henn e komz an AOTROU: Ma ne'm eus ket graet va emglev gant an deiz ha gant an noz, ma ne'm eus ket lakaet reolennoù an neñvoù hag an douar,

26 e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.

Lean sinn:



Sanasan