Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 32

1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, d'an dekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, a oa an triwec'hvet bloaz eus Nebukadnezar.

2 Neuze, arme roue Babilon a sezize Jeruzalem, hag ar profed Jeremiaz a oa dastumet e porzh an toull-bac’h, a oa e ti roue Juda.

3 Rak Sedesia roue Juda en doa e zastumet eno hag en doa lavaret dezhañ: Perak e profedez o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tapo anezhi,

4 ha Sedesia roue Juda ne dec'ho ket eus daouarn ar Galdeiz, met lakaet e vo a-dra-sur e daouarn roue Babilon, hag e komzo outañ genoù ouzh genoù, hag e zaoulagad a welo e zaoulagad,

5 hag e kaso Sedesia da Vabilon, hag eno e vo betek ma weladennin anezhañ, eme an AOTROU, ha mar stourmit a-enep ar Galdeiz, ne reot ket berzh?

6 Ha Jeremiaz a lavaras: Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

7 Setu, Hanameel, mab da eontr Shallum, a zeu da'z kavout evit lavarout dit: Pren va fark a zo en Anatod, rak an droed a zaspren ac'h eus evit e brenañ.

8 Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da'm c'havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hêrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.

9 Evel-se e prenis park Anatod digant Hanameel mab va eontr, hag e pouezis dezhañ an arc'hant: seitek sikl arc'hant.

10 Goude e skrivis ar gevrat hag he siellis, hag e kemeris testoù, hag e pouezis an arc'hant war ar valañs.

11 Goude e kemeris ar gevrat-prenañ, an hini a oa siellet, hervez ar gourc'hemenn hag ar reolennoù, hag an hini a oa digor,

12 hag e rois ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, mab Makseja, dirak Hanameel mab va eontr, dirak an testoù o doa sinet ar gevrat-prenañ, ha dirak an holl Yuzevien a oa azezet e porzh an toull-bac'h.

13 Hag e rois an urzh-mañ da Varuk dirazo, o lavarout:

14 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kemer ar skridoù-mañ, ar gevrat-prenañ, an hini a zo siellet hag an hini a zo digor, ha laka anezho en ur pod-pri, evit ma c'hellint en em virout pell.

15 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Prenet e vo c'hoazh tiez, parkeier ha gwini er vro-mañ.

16 Ha goude bezañ roet ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, e pedis an AOTROU o lavarout:

17 A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.

18 Diskouez a rez trugarez e-keñver milieroù, hag e taskorez direizhder an tadoù e bruched o mibien war o lerc'h. Te eo an Doue bras, ar Galloudeg, a zo e anv AOTROU an armeoù,

19 bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.

20 Graet ec'h eus sinoù ha burzhudoù e bro Ejipt, betek hiziv, hag en Israel hag e-touez an dud, ha graet ec'h eus dit un anv evel m'emañ hiziv.

21 Rak ec'h eus tennet da bobl Israel eus bro Ejipt, gant sinoù ha mirakloù, dre un dorn kreñv hag ur vrec'h astennet, ha gant spontoù bras.

22 Roet ec'h eus dezho ar vro-mañ, ac'h eus touet reiñ d'o zadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel.

23 Deuet int e-barzh hag o deus he ferc'hennet, met n'o deus ket sentet ouzh da vouezh, n'o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n'o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc'hemennet dezho ober. En abeg da-se ec'h eus graet d'an holl zroug-mañ dont warno.

24 Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.

25 Ha koulskoude Aotrou AOTROU, lavaret ec'h eus din: Pren ar park-mañ gant arc'hant, ha kemer testoù. Hag ar gêr a zo lakaet etre daouarn ar Galdeiz!

26 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:

27 Setu, me eo an AOTROU, Doue pep kig. Hag e vefe un dra bennak re vras evidon?

28 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn ar Galdeiz hag etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, a dapo anezhi.

29 Ar Galdeiz hag a ra brezel ouzh ar gêr-mañ a zeuio tre, hag e lakaint an tan er gêr-mañ, hag e tevint anezhi, gant an tiez ma veze kinniget ezañs war o zoennoù da Vaal, ha ma veze graet sparfadurioù da zoueoù all evit va c'hounnariñ.

30 Rak mibien Israel ha mibien Juda n'o deus graet nemet an droug dirak va daoulagad abaoe o yaouankiz. Mibien Israel n'o deus graet nemet va c'hounnariñ gant oberoù o daouarn, eme an AOTROU.

31 Rak ar gêr-mañ a zo bet din un dra a gounnar hag a erez, adalek an deiz ma'z eo bet savet betek hiziv, en doare ma lamin anezhi diwar va dremm,

32 en abeg d'an holl zroug o deus graet mibien Israel ha mibien Juda evit va c'hounnariñ, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien hag o frofeded, tud Juda ha tud Jeruzalem.

33 Troet o deus ouzhin o c'hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c'helennet, o sevel abred em eus o c'helennet, met n'int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.

34 Lakaet o deus o euzhusterioù en ti ma'z eo galvet va anv warnañ, evit e saotrañ.

35 Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.

36 Ha bremañ, evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar gêr-mañ, ma lavarit diouti ez eo lakaet etre daouarn roue Babilon dre ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn:

37 Setu e tastumin anezho eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, em c'hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d'al lec'h-mañ, evit ma chomint ennañ e surentez.

38 Hag e vint va fobl hag e vin o Doue.

39 Reiñ a rin dezho un hevelep kalon hag un hevelep hent, evit ma toujint da viken ac'hanon, evit o mad hag hini o mibien war o lerc'h.

40 Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.

41 Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.

42 Rak evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma em eus graet d'an holl zroug bras-se dont war ar bobl-mañ, evel-se e rin dont warno d'an holl vad a brometan dezho.

43 Hag e vo prenet parkeier er vro-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, lakaet eo etre daouarn ar Galdeiz.

44 Prenet e vo parkeier gant arc'hant, skrivet e vo kevratoù anezho, siellet e vint, kemeret e vo testoù e bro Venjamin ha war-dro Jeruzalem, e kêrioù Juda, e kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn hag e kêrioù ar c'hreisteiz. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, eme an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan