Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 31

1 En amzer-se, eme an AOTROU, e vin Doue holl diegezhioù Israel, hag e viot va fobl.

2 Evel-henn e komz an AOTROU: Kavet he deus gras er gouelec'h, ar bobl deuet salv eus ar c'hleze. Hag Israel a gerzh d'an diskuizh.

3 A-bell en deus an AOTROU en em ziskouezet din, o lavarout: Da garet em eus a garantez peurbadus, setu perak em eus hiraet va madelezh ez keñver.

4 Me az savo c'hoazh, hag e vi savet, o gwerc'hez Israel! Kinklet e vi c'hoazh gant da daboulinoù, hag ez i er-maez e-touez korolloù laouen.

5 Plantañ a ri c'hoazh gwini war venezioù Samaria, hag ar re o devo o flantet a zastumo ar frouezh evito.

6 Rak un deiz a vo ma krio ar warded war venez Efraim: Savit ha pignomp da Sion etrezek an AOTROU hon Doue!

7 Evel-henn e komz an AOTROU: Kanit gant levenez evit Jakob, youc'hit evit penn ar broadoù! Roit da glevout, meulit ha lavarit: AOTROU, dieub da bobl, an nemorant eus Israel!

8 Setu ez an d'o degas eus bro an hanternoz ha d'o dastum eus pennoù an douar, an dall hag ar c'hamm, ar vaouez dougerez hag an hini a c'han, a-gevret, a vo en o zouez; distreiñ a raint amañ en un engroez bras.

9 Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentañ-ganet.

10 Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.

11 Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob, hag e dennet eus daouarn unan kreñvoc'h egetañ.

12 Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.

13 Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.

14 Hag e roin e walc'h a zruzoni da ene an aberzhourien, hag e vo leuniet va fobl eus va madoù, eme an AOTROU.

15 Evel-henn e komz an AOTROU: Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù ha gouelvanoù c'hwerv, Rachel o ouelañ he mibien, ha ne fellas ket dezhi bezañ frealzet diwar-benn he mibien pa n'eus ken anezho.

16 Evel-henn e komz an AOTROU: Harz ouzh da vouezh a ouelañ, hag ouzh da zaoulagad a skuilhañ daeroù, rak ur gopr a vo evit da labour, eme an AOTROU. Distreiñ a raint eus bro an enebour.

17 Esperañs ez eus evit da amzer da zont, eme an AOTROU, da vibien a zistroio war o douar.

18 A-dra-sur em eus klevet Efraim o hirvoudiñ: Va c'hastizet ec'h eus hag on bet kastizet evel ul leue dizoñv; gra din distreiñ hag e tistroin, rak te eo an AOTROU va Doue.

19 Goude bezañ distroet em eus bet keuz, goude bezañ bet desket em eus skoet war va morzhed. Mezhek ez on bet ha pinous, dre ma tougen dismegañs va yaouankiz.

20 Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.

21 Aoz arouezioù ha sav panelloù evidout, taol evezh ouzh an hent, ouzh ar wenodenn ac'h eus aet drezi. Distro, o gwerc'hez Israel, distro d'ar c'hêrioù-se a zo dit!

22 Betek pegeit e vi o kantren, merc'h disent? Rak an AOTROU a grou un dra nevez war an douar: ar vaouez a gildroenno en-dro d'ar gwaz.

23 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lavaret e vo c'hoazh ar gomz-mañ e bro Juda hag en he c'hêrioù, pa em bo degaset en-dro o re zalc'het: Ra'z pennigo an AOTROU, o chomlec'h ar reizhder ha menez ar santelezh!

24 Juda hag hec'h holl gêrioù a-gevret, al labourerien-douar hag ar vêsaerien-dropell, a vo o chom eno.

25 Rak reiñ a rin da evañ d'an ene sec'hedik, hag e roin e walc'h da bep ene glac'haret.

26 War gement-se ez on dihunet, hag em eus gwelet; va c'housk a oa bet c'hwek evidon.

27 Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.

28 Evel ma em eus eveshaet warno evit tennañ, evit diskar, evit pilat, evit distrujañ hag evit noazout, evel-se ec'h eveshain warno evit sevel hag evit plantañ, eme an AOTROU.

29 En deizioù-se ne vo ken lavaret: An tadoù o deus debret rezin glas, ha den ar vibien a zo bet tozonet.

30 Met pep hini a varvo evit e zireizhder; pep den hag a zebro rezin gras, a vo tozonet e zent.

31 Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tiazezin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda,

32 nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.

33 Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.

34 Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.

35 Evel-henn e komz an AOTROU, a ro an heol evit bezañ sklerijenn an deiz, a reizh al loar hag ar stered evit bezañ sklerijenn an noz, a faout ar mor hag e goummoù a groz, a zo e anv AOTROU an armeoù:

36 Mar deu ar reolennoù-se da baouez araozon, eme an AOTROU, gouenn Israel a baouezo ivez da vezañ ur vroad da viken.

37 Evel-henn e komz an AOTROU: Mar gell an neñvoù en nec'h bezañ muzuliet, mar gell diazezoù an douar en traoñ bezañ furchet, neuze e taolin kuit holl ouenn Israel, en abeg da gement o deus graet, eme an AOTROU.

38 Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma vo adsavet kêr d'an AOTROU, adalek tour Hananeel betek dor ar C'horn.

39 Ar gordenn-rezañ a vo astennet c'hoazh war-eeun betek krec'h Gareb, hag e troio etrezek Goad.

40 Hag holl draonienn ar c'horfoù marv hag al ludu, hag an holl barkeier betek ar froud Kedron, betek korn dor ar C'hezeg war-zu ar sav-heol, a vo santel d'an AOTROU, ha ne vo biken diskaret na distrujet.

Lean sinn:



Sanasan