Jeremiaz 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 29 1 Setu amañ gerioù al lizher a gasas ar profed Jeremiaz eus Jeruzalem d'an nemorant eus an henaourien a zo bet harluet, d'an aberzhourien, d'ar brofeded ha d'an holl bobl, kaset en harlu gant Nebukadnezar eus Jeruzalem da Vabilon, 2 goude ma voe aet kuit eus Jeruzalem ar roue Jekonia gant ar rouanez, ar spazhidi, priñsed Juda ha Jeruzalem, ar gilvizien hag an alc'hwezerien. 3 Douget e voe dre zorn Eleaza mab Shafan ha Gemaria mab Hilkija, a voe kaset gant Sedesia roue Juda da Vabilon etrezek Nebukadnezar roue Babilon. Setu ar gerioù a oa ennañ: 4 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, d'an holl harluidi am eus harluet eus Jeruzalem da Vabilon: 5 Savit tiez ha chomit enno, plantit liorzhoù ha debrit o frouezh, 6 kemerit gwragez ha bezit tad da vibien ha merc'hed, kemerit gwragez evit ho mibien ha roit gwazed d'ho merc'hed, evit ma kanint mibien ha merc'hed, kreskit ha na zigreskit ket. 7 Klaskit peoc'h ar gêr am eus ho harluet enni, pedit an AOTROU eviti, rak en he feoc'h ho po ar peoc'h. 8 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit. 9 Rak e profedont gevier em anv, ne'm eus ket kaset anezho, eme an AOTROU. 10 Rak evel-henn e komz an AOTROU: Pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent evit Babilon, e weladennin ac'hanoc'h hag e sevenin va c'homz vat en ho keñver, evit ober deoc'h distreiñ d'al lec'h-mañ. 11 Rak gouzout a ran ar soñjoù a ran evidoc'h, eme an AOTROU, soñjoù a beoc'h ha nann a zroug, evit reiñ deoc'h un dazont hag un esperañs. 12 Neuze e c'halvot ac'hanon hag ez eot kuit; va fediñ a reot hag e selaouin ouzhoc'h. 13 Va c'hlask a reot, hag em c'havot, dre ma klaskot ac'hanon a-greiz-kalon. 14 Rak en em lakain da vezañ kavet ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e tegasin en-dro ho re zalc'het, ho tastumin a-douez an holl vroadoù hag eus an holl lec'hioù ma em bo ho kaset kuit, eme an AOTROU, hag ho tegasin en-dro d'al lec'h am boa ho harluet diwarnañ. 15 Koulskoude e lavarit: Doue en deus savet deomp profeded e Babilon. 16 En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar roue a zo azezet war dron David ha diwar-benn an holl bobl a zo o chom er gêr-mañ, diwar-benn ho preudeur n'int ket aet ganeoc'h d'an harlu, 17 evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da gas a-enep dezho ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag o lakain da zont evel fiez gwall fall na c'hell ket bezañ debret, ken fall ma'z int. 18 Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez, 19 dre ma n'o deus ket selaouet va c'homzoù, eme an AOTROU, pa gasen dezho va servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet, eme an AOTROU. 20 Selaouit ouzh komz an AOTROU, c'hwi holl harluidi, am eus kaset eus Jeruzalem da Vabilon, 21 evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, diwar-benn Akab mab Kolaja ha diwar-benn Sedesia mab Maaseja, rak e profedont deoc'h e gaou em anv: Setu ez an d'o lakaat e dorn Nebukadnezar roue Babilon, hag o lakaio d'ar marv dirak ho taoulagad. 22 Hag e vo kemeret diganto un dro-lavar a vallozh e-touez holl harluidi Juda a zo e Babilon, lavaret e vo: Ra raio an AOTROU dit evel da Sedesia ha da Akab, en deus roue Babilon grilhet dre an tan, 23 dre ma o deus graet traoù euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesañ, lavaret o deus em anv gevier na'm boa ket gourc'hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU. 24 Komz ivez ouzh Shemaja an Nekelamad, o lavarout: 25 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kaset ec'h eus ez anv lizheroù d'an holl bobl a zo e Jeruzalem, da Sofonia mab Maaseja, an aberzhour, ha d'an holl aberzhourien, o lavarout: 26 An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec'h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoù, evit e lakaat en toull-bac'h hag en hern, 27 ha bremañ, perak ne'c'h eus ket gourdrouzet Jeremiaz eus Anatod a ro profediezhoù deoc'h, 28 hag en deus kaset da lavarout deomp da Vabilon: hir e vo, savit tiez ha chomit enno, plantit liorzhoù ha debrit o frouezh? 29 Sofonia an aberzhour en doa lennet al lizher-mañ ouzh divskouarn ar profed Jeremiaz. 30 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se: 31 Kas da lavarout ar gerioù-se d'an harluidi: Evel-henn e komz an AOTROU a-zivout Shemaja an Nekelamad: Shemaja en deus profedet deoc'h, ha ne'm eus ket e gaset, met ho lakaet en deus da fiziout er gaou, 32 en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n'en devo den o chom e-touez ar bobl-mañ, ha ne welo ket ar mad a rin da'm fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU. |