Jeremiaz 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 28 1 Er bloaz-mañ, e derou ren Sedesia roue Juda, d'ar pevare bloaz, d'ar pempvet miz, Hanania mab ar profed Azur, eus Gabaon, a gomzas ouzhin e ti an AOTROU, dirak an aberzhourien hag an holl bobl, hag e lavaras: 2 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Torret em eus yev roue Babilon. 3 A-benn c'hoazh daou vloaz, hag e kasin en-dro d'al lec'h-mañ an holl draoù eus ti an AOTROU, en devoa Nebukadnezar roue Babilon lamet eus al lec'h-mañ ha kaset da Vabilon. 4 Me a lakaio da zistreiñ d'al lec'h-mañ, eme an AOTROU, Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant an holl harluidi Juda a zo aet da Vabilon, rak terriñ a rin yev roue Babilon. 5 Ar profed Jeremiaz a gomzas ouzh ar profed Hanania, dirak an aberzhourien hag an holl bobl en em zalc'he e ti an AOTROU. 6 Ar profed Jeremiaz a lavaras: Amen! Ra vo graet evel-se gant an AOTROU! Ra seveno an AOTROU da gomzoù ac'h eus profedet, ha ra lakaio da zont en-dro eus Babilon d'al lec'h-mañ traoù ti an AOTROU hag an holl harluidi. 7 Koulskoude, selaou ar gomz a zisklêrian da'z tivskouarn ha da zivskouarn an holl bobl: 8 Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell 'zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioù bras, ar brezel, ar glac'har hag ar vosenn. 9 Mard eo profedet ar peoc'h gant ur profed, eo dre sevenidigezh e gomz e vo ar profed-mañ anavezet e gwirionez evel kaset gant an AOTROU. 10 Neuze ar profed Hanania a gemeras ar yev diwar c'houzoug Jeremiaz, hag a dorras anezhañ. 11 Hag Hanania a gomzas dirak an holl bobl o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se eo e torrin a-benn daou vloaz yev Nebukadnezar roue Babilon diwar c'houzoug an holl vroadoù. Hag ar profed Jeremiaz a yeas gant e hent. 12 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz, goude m'en doe ar profed Hanania torret ar yev diwar c'houzoug ar profed Jeremiaz, er gerioù-se: 13 Kae ha komz ouzh Hanania, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Torret ec'h eus yevioù koad, met gra en o lec'h yevioù houarn. 14 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lakaet em eus ur yev houarn war c'houzoug an holl vroadoù-se, evit ma servijint Nebukadnezar roue Babilon, dre ma servijint anezhañ; ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier. 15 Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou. 16 Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kasan ac'hanout a-ziwar an douar, mervel a ri er bloaz-mañ, rak ec'h eus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU. 17 Hag ar profed Hanania a varvas er bloaz-se, d'ar seizhvet miz. |