Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 27

1 E derou ren Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

2 Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Gra ereoù ha yevioù, laka anezho war da c'houzoug,

3 ha kas anezho da roue Edom, da roue Moab, da roue mibien Ammon, da roue Tir, da roue Sidon, dre zaouarn ar gannaded a zo deuet da Jeruzalem etrezek Sedesia roue Juda.

4 Ro dezho va urzhioù evit o mestroù o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel-henn e lavarot d'ho mestroù:

5 Graet em eus an douar, an dud hag al loened a zo war an douar, dre va nerzh bras ha va brec'h astennet, hag e roan anezho d'an hini a fell din.

6 Ha bremañ em eus roet an holl vroioù-se da Nebukadnezar roue Babilon, va servijer, ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier evit e servijañ.

7 An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.

8 Ar vroad pe ar rouantelezh na servijo ket Nebukadnezar roue Babilon, ha na lakaio ket e c'houzoug dindan yev roue Babilon, ar vroad-se a gastizin-me, eme an AOTROU, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, betek ma em bo distrujet anezho dre e zorn.

9 C'hwi eta, na selaouit ket ho profeded, ho tivinourien, hoc'h huñvreerien, ho steredourien, hoc'h hudourien, a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon.

10 Rak e profedont gevier deoc'h, evit ma'z eot pell eus ho pro, evit ma kasin ac'hanoc'h kuit ha ma varvot.

11 Met ar vroad a lakaio e c'houzoug dindan yev roue Babilon hag a servijo anezhañ, a lezin en he douar, eme an AOTROU, evit ma en labouro ha ma chomo warnañ.

12 Hag e komzis ouzh Sedesia roue Juda hervez an hevelep komzoù, hag e lavaris: Lakait ho kouzoug dindan yev roue Babilon, ha servijit anezhañ hag e bobl, hag e vevot.

13 Perak e varvfec'h, te ha da bobl, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, evel m'en deus lavaret an AOTROU diwar-benn ar vroad na servijo ket roue Babilon?

14 Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon! Rak e profedont gevier deoc'h.

15 Ne'm eus ket kaset anezho, eme an AOTROU, hag e profedont e gaou em anv, evit ma kasin ac'hanoc'h kuit ha ma varvot, c'hwi hag ar brofeded a ro profediezhoù deoc'h.

16 Hag e komzis ouzh an aberzhourien hag ouzh an holl bobl, hag e lavaris: Evel-henn e komz an AOTROU: Na selaouit ket ouzh komzoù ho profeded a zo o profediñ deoc'h, o lavarout: Setu, traoù ti an AOTROU a vo prest kaset en-dro eus Babilon. Rak e profedont gevier deoc'h.

17 Na selaouit ket outo. Servijit roue Babilon, hag e vevot. Perak e vefe ar gêr-mañ distrujet?

18 Mard int profeded ha mard emañ komz an AOTROU ganto, ra erbedint e-kichen AOTROU an armeoù, evit ma chomo an traoù a van e ti an AOTROU, e ti roue Juda hag e Jeruzalem, ha ma ned aint ket da Vabilon.

19 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù diwar-benn ar c'holonennoù, ar mor, ar sichennoù hag an traoù all a van er gêr-mañ,

20 n'en deus ket Nebukadnezar roue Babilon lamet p'en deus harluet eus Jeruzalem da Vabilon Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant holl uhelidi Juda ha Jeruzalem,

21 ya, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, diwar-benn an traoù a van e ti an AOTROU, e ti roue Juda hag e Jeruzalem:

22 Kaset e vint da Vabilon, hag e chomint eno betek an deiz ma weladennin anezho, eme an AOTROU; hag e rin dezho adsevel ha dont en-dro d'al lec'h-mañ.

Lean sinn:



Sanasan