Jeremiaz 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 26 1 E derou ren Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se: 2 Evel-henn e komz AOTROU: En em zalc'h war leurenn ti an AOTROU, ha lavar da holl gêrioù Juda a zeu da stouiñ e ti an AOTROU an holl gomzoù am eus gourc'hemennet dit lavarout dezho; na lam ket ur ger. 3 Marteze e selaouint hag e tistroint pep hini diwar e hent fall, hag em bo keuz d'an droug a soñjen ober dezho en abeg da zrougiezh o oberoù. 4 Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Ma ne selaouit ket ouzhin evit kerzhout hervez va lezenn am eus lakaet dirazoc'h, 5 evit selaou ouzh komzoù va servijerien, ar brofeded, a gasan deoc'h, am eus kaset deoc'h adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet, 6 me a lakaio an ti-mañ evel Silo, hag e rin eus ar gêr-mañ ur vallozh evit holl vroadoù an douar. 7 An aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl a glevas Jeremiaz o tisklêriañ ar c'homzoù-mañ e ti an AOTROU. 8 Kerkent ha m'en doe Jeremiaz echuet da lavarout kement en doa an AOTROU gourc'hemennet da lavarout d'an holl bobl, ma krogas an aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl ennañ, o lavarout: Mervel a ri! 9 Perak e profedez en anv an AOTROU o lavarout: An ti-mañ a vo evel Silo, hag ar gêr-mañ a vo gwastet ha ne vo ken a dud enni? Hag an holl bobl a vodadas en-dro da Jeremiaz e ti an AOTROU. 10 Priñsed Juda, o vezañ klevet an traoù-se, a bignas eus ti ar roue da di an AOTROU, hag ec'h azezjont ouzh dor Nevez ti an AOTROU. 11 An aberzhourien hag ar brofeded a gomzas ouzh ar briñsed hag ouzh an holl bobl o lavarout: An den-se a zo dellezek a varv, rak profedet en deus a-enep kêr, evel ma hoc'h eus klevet gant ho tivskouarn. 12 Jeremiaz a gomzas ouzh an holl briñsed hag ouzh an holl bobl o lavarout: An AOTROU eo en deus va c'haset da brofediñ a-enep an ti-mañ hag a-enep ar gêr-mañ an holl gomzoù hoc'h eus klevet. 13 Bremañ eta adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, selaouit ouzh mouezh an AOTROU ho Toue, hag an AOTROU en devo keuz d'an droug a lavaras en hoc'h enep. 14 Evidon-me, setu ez on etre ho taouarn, grit ouzhin evel ma kavot mat ha reizh. 15 Gouezit hepken mar lakait ac'hanon d'ar marv, e lakaiot gwad didamall warnoc'h, war ar gêr-mañ, war he zud. Rak e gwirionez en deus va c'haset an AOTROU etrezek ennoc'h evit disklêriañ ouzh ho tivskouarn ar c'homzoù-mañ. 16 Neuze ar briñsed hag ar bobl a lavaras d'an aberzhourien ha d'ar brofeded: An den-se n'eo ket dellezek a varv, rak en anv an AOTROU hon Doue eo en deus komzet ouzhimp. 17 Hag hiniennoù eus henaourien ar vro a savas hag a gomzas ouzh holl vodadeg ar bobl o lavarout: 18 Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg. 19 Ezekiaz roue Juda hag holl dud Juda, hag en lakajont d'ar marv? Ha n'en deus ket doujet an AOTROU? Ha ne bedas ket an AOTROU? Ha keuz en deus bet an AOTROU d'an droug en doa lavaret en hoc'h enep. Ha ni, hag e kargimp hon eneoù eus un torfed ken bras? 20 Bez' e voe c'hoazh un den a brofedas en anv an AOTROU: Uri mab Shemaja eus Kirjad-Jearim. Profediñ a reas a-enep ar gêr-mañ hag a-enep ar vro-mañ, hervez an hevelep komzoù ha Jeremiaz. 21 Ar roue Jojakim, gant e holl c'halloudeien hag e holl briñsed, a glevas e gomzoù, hag ar roue a fellas dezhañ e lazhañ. Met Uri, o vezañ klevet-se, en doe aon hag a dec'has hag a yeas d'an Ejipt. 22 Hag ar roue Jojakim a gasas tud d'an Ejipt, Elnatan mab Akbor hag hiniennoù all gantañ d'an Ejipt. 23 Hag e lakajont Uri da zont er-maez eus an Ejipt, hag en degasjont d'ar roue Jojakim, a lazhas anezhañ gant ar c'hleze hag a daolas e gorf marv da vezioù bugale ar bobl. 24 Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d'ar marv. |