Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 25

1 Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz evit holl bobl Juda, d'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, a oa bloaz kentañ Nebukadnezar roue Babilon,

2 hag ar profed Jeremiaz a zisplegas anezhi dirak holl bobl Juda hag holl dud Jeruzalem er gerioù-se:

3 Abaoe an trizekvet bloaz eus Jozia mab Amon roue Juda betek hiziv, ez eus tri bloaz warn-ugent ma'z eo bet komz an AOTROU disklêriet din, hag em eus komzet ouzhoc'h, komzet adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket selaouet.

4 An AOTROU en deus kaset deoc'h e holl servijerien, ar brofeded, o c'haset en deus adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket o selaouet, n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou,

5 pa lavarent: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall hag eus drougiezh hoc'h oberoù, hag e viot o chom a gantved da gantved war an douar en deus an AOTROU roet deoc'h ha d'ho tadoù,

6 n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, na'm imorit ket dre labour ho taouarn, ha ne rin droug ebet deoc'h.

7 Met n'hoc'h eus ket selaouet ouzhin, eme an AOTROU, en doare ma hoc'h eus va imoret dre labour ho taouarn, evit ho kwalleur.

8 Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Dre ma n'hoc'h eus ket selaouet ouzh va c'homzoù,

9 setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.

10 Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.

11 An holl vro-mañ a vo un distruj hag ur rivin, hag ar broadoù-mañ a vo sujet da roue Babilon e-pad dek vloaz ha tri-ugent.

12 Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.

13 Ober a rin war ar vro-se an holl gomzoù am eus disklêriet a-enep dezhi, kement a zo skrivet el levr-mañ, ar pezh en deus Jeremiaz profedet a-enep an holl vroadoù-se.

14 Rak pobloù galloudek ha rouaned vras o sujo, int ivez, ha me a zaskoro dezho hervez o oberoù hag hervez labour o daouarn.

15 Rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel, din: Kemer eus va dorn an hanaf-mañ a win a gounnar, ha ro dioutañ da evañ d'an holl bobloù ma ez kasin etrezek enno.

16 Evañ a raint hag e vrañsellint hag e teuint diskiant en abeg d'ar c'hleze a gasin en o zouez.

17 Kemer a ris eta an hanaf eus dorn an AOTROU, hag e rois da evañ dioutañ d'an holl vroadoù am c'hase an AOTROU etrezek enno,

18 da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d'he rouaned ha d'he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,

19 da Faraon roue an Ejipt, d'e servijerien, d'e briñsed ha d'e holl bobl,

20 d'an holl veskad, da holl rouaned bro Uz, da holl rouaned bro ar Filistined, da Askalon, da C'haza, da Ekron, d'an nemorant eus Asdod,

21 da Edom, da Voab, da vibien Ammon,

22 da holl rouaned Tir, da holl rouaned Sidon, da rouaned an inizi a zo en tu all d'ar mor,

23 da Zedan, Tema ha Buz, d'an holl re a douz kognoù o barv,

24 da holl rouaned Arabia, da holl rouaned an dud mesket a zo o chom er gouelec'h,

25 da holl rouaned Zimri, da holl rouaned Elam, da holl rouaned Media,

26 da holl rouaned an hanternoz, ken tost evel pell, an eil goude egile, da holl rouantelezhioù ar bed, a zo war-c'horre an douar. Ha roue Sheshak a evo war o lerc'h.

27 Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evit ha bezit mezv, dislonkit ha kouezhit hep adsevel, en abeg d'ar c'hleze a gasin en ho touez.

28 Ha ma ne fell ket dezho kemer an hanaf eus da zorn evit evañ, e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evañ a reot dioutañ a-dra-dur!

29 Rak setu, en em lakaan d'ober an droug war ar gêr ma vez galvet va anv warni, ha c'hwi a vefe disamm dioutañ? Ne viot ket disamm, rak ar c'hleze a c'halvin war holl dud an douar, eme AOTROU an armeoù.

30 Profediñ a ri dezho an holl draoù-se: Lavarout a ri: An AOTROU a yudo eus an nec'h, hag a roio da glevout e vouezh eus e chomlec'h santel; yudal a raio a-enep e annezlec'h, leuskel a raio kriadennoù, evel ar re a jaodr er waskerell, a-enep holl dud an douar.

31 An trouz a zeuio betek penn an douar, rak an AOTROU en deus ur breud a-enep ar broadoù, mont a ra e barnedigezh a-enep pep kig, ar re zrouk a vo roet d'ar c'hleze, eme an AOTROU.

32 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu e tremen an droug a vroad da vroad, hag ur gorventenn vras a savo eus pennoù an douar.

33 Ar re a vo lazhet gant an AOTROU en deiz-se a vo astennet eus ur penn d'an douar d'egile, ne vo ket gouelet warno, ne vint ket dastumet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar.

34 Youc'hit, mêsaerien, ha garmit! Torimellit, renerien an tropell! Rak deuet eo an deizioù ma viot lazhet, hag ez an d'ho stlabezañ, hag e kouezhot evel ul lestr prizius.

35 Hag ar vêsaerien n'o devo lec'h ebet da dec'hout, na renerien an tropell da vont kuit.

36 Klevet e vo garmadeg ar vêsaerien ha youc'hadeg renerien an tropell, rak e wast an AOTROU o feurvanoù.

37 Al lochennoù sioul a zo distrujet, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.

38 Dilezet en deus e dinell evel ul leon yaouank: o bro a zo gwastet, en abeg da wrez an heskiner, en abeg d'e gounnar entanet.

Lean sinn:



Sanasan