Jeremiaz 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 24 1 An AOTROU a ziskouezas din, setu, div baner fiez lakaet dirak templ an AOTROU, goude ma en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet eus Jeruzalem Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant priñsed Juda hag ar gilvizien hag an alc'hwezerien, ha ma en doa o degaset da Vabilon. 2 Unan eus ar paneroù he doa fiez mat-kenañ, evel ma'z eo fiez an dastum kentañ, hag ar baner all he doa fiez gwall fall, na c'helle ket bezañ debret, ken fall ma oant. 3 Hag an AOTROU a lavaras din: Petra a welez, Jeremiaz? Hag e lavaris: Fiez, fiez mat, mat-kenañ, ha fiez fall, gwall fall, re fall evit bezañ debret, ken fall ma'z int. 4 Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se: 5 Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Evel ar fiez mat-se, evel-se e tisheñvelain, evit o mad, harluidi Juda am eus kaset eus al lec'h-mañ da vro ar Galdeiz. 6 Hag e sellin outo gant ul lagad madelezhus, hag o degasin en-dro d'ar vro-mañ, hag e tiazezin anezho ha n'o distrujin ken, hag e plantin anezho ha n'o zennin ken. 7 Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon. 8 Hag evel ar fiez fall-se na c'hell ket bezañ debret, ken fall ma'z int, eme an AOTROU, e lakain da vezañ evelto Sedesia roue Juda hag e briñsed hag an nemorant eus Jeruzalem, ar re a zo manet er vro-mañ hag ar re a zo o chom e bro Ejipt. 9 Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset. 10 Hag e kasin warno ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, betek ma vint distrujet a-ziwar an douar am boa roet dezho ha d'o zadoù. |